Paroles de la chanson Alan-al-Louarn (Alain-le-Renard) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Alan-al-Louarn (Alain-le-Renard)"

Paroles de la chanson Alan-al-Louarn (Alain-le-Renard) par Chansons Bretonnes

Al Louarn barvek a glip, glip, glip, glip, glip er c'hoad;
Goa konikled arall-vro ! lemm-dremm e zaoulagad!

Lemm e zent ha skañv e dreid hag e graban ruz-gwad !
Alan-al-Louarn a glip, glip, glip : argad ! argad !

Ar Vretoned a welis o lemm' o c'hlavier wall,
Naren war higolen Breiz nemet houarnez ar Gall.

Ar Vretoned a welis o vediñ er c'hadir,
Naren gant filzier-strob nemet klezeier-dir,

Kennebeut gwinizh ar vro kennebeut hor segal,
Nemet pennou-blouc'h Bro-Saoz ha pennou-blouc'h Bro-C'hall.

Ar Vretoned a welis o vac'h el leur e louc'h,
Ken a lamme pellennoù dimeus ar pennoù-blouc'h;

Ha n'eo ket gant fustloù prenn a vac'h ar Vretoned,
Nemet gant sparrou houarnet ha gant treid ar virc'hed.

Ur youc'hadenn a glevis, youc'hadenn ar peur-zorn
Adalek krec'h sant Mikel tre-betek traoñ Elorn,

Adalek ti sant Weltas tre-betek Penn-ar-Bed;
E pevar c'horn eus a Vreizh be'et al Louarn meulet !

Be'et kanmeulet al Louarn a amzer-da-amzer !
Be'et koun eus ar ganaouenn, be'et klemm ouzh ar c'haner !

Neb a ganas ar gan-mañ na ganas ur wech-all,
War zigarez, siwazh dezhañ ! dideotet gant ar Gall.

Hogen mard eo dideotet ned eo ket digalon !
Digalon, mank kennebeut o saezhiñ saezh an ton.

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes