Paroles de la chanson An Aotrou ar Gerwenn hag ar vatezh vihan (Monsieur de la Villeblanche et la petite servante) par Chansons Bretonnes

An Aotrou ar Gerwenn hag ar vatezh vihan (Monsieur de la Villeblanche et la petite servante) Traduction française
Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "An Aotrou ar Gerwenn hag ar vatezh vihan (Monsieur de la Villeblanche et la petite servante)"

Paroles de la chanson An Aotrou ar Gerwenn hag ar vatezh vihan (Monsieur de la Villeblanche et la petite servante) par Chansons Bretonnes

Bars ar Gerwenn ez euz glac'har,
Mar euz nep-lec'h war ann douar,
Balamour d'ar Gouarneres,
A zo em gavet dougeres.

Ar gouarneres a lare
Ha d'ann aotro, un dez a oe :
- 'Ma 'r vates-vihan 'n hi gwele,
Ur bugelik euz hi c'hoste ;

Ur bugelik euz hi c'hoste,
Ur gontel-noaz 'n penn ar gwele ! -
Dre 'r finessez euz ar merc'hed
Hi linselliou a deuz chanjet ;

Hi linselliou a deuz chanjet,
D'ar vates ho deuz-hi laket.
'Nn aotro 'r Gerwenn, vel ma klewas,
Da gaout ar justiz mont a reas.

'Nn aotro 'r Gerwenn a lavare
Da dut ar justiz, un dez oe :
Tud ar justiz, em breparet,
Ganin fenoz renket donet.-....

Ann dut a justiz a lare,
Ebars ann ti, pa arrue :
- Mates-vihan , em breparet ,
Ganimp fenoz renket donet.

Itron Varia ann Drindet,
Pez torfed am euz-me ta gret ;
Pez torfed am euz-me ta gret,
Mar eo ganec'h vo red monet ? -

Ar vates-vihan 'c'houlenne,
'N toull-dor hi mamm pa dremene :
- Ge eo ho kalon, pa ganet,
Hini ho merc'h allas ! n'eo ket. -

- Ma merc'hik paour, d'in-me laret,
Petra ho rent ken kontristet ? -
- Allas ! ma mamm, n'hen larinn ket,
A-benn ar finn 'vi gouvezet.

Ho pedi rann, ma mamm, ma zad,
Da vonet wit-on d'ar Folgoat,
Diarc'henn, dilour, war ho taou-droad ,
War ho taoulinn-noaz ur pennad. -

- Penaos 'z iafenn di penn-da-benn,
Pa n'ouzonn hent na gwennojenn ?
- Gwerz un anouer-bloa 'm euz gwestlet,
Hag ho rento 'n toul ar porchet ;

Hag en distro, deut dre Razon,
C'hui ho po glac'har 'ho kalon ,
Pa wellfet ludu ha glaou gret
Euz ar galonik 'c'h euz maget !

Lest ho kouez 'c'hann da diziou,
C'hui a gavo ludu ha glaou ;
C'hui gavo ludu ha glaou gret
Euz ar galon oc'h euz maget !

- Ma merc'h, pez torfed oc'h euz gret,
Pa 'z eo d'ann tan ez oc'h barnet ?
- Allas ! ma mamm, na larinn ket,
A benn ar finn vezo gwelet !

Kriz vije 'r galon na oelje
En ker Razon nep a vije,
'Welt 'r vates-vihan 'n kreiz ar flamm,
N'euz ket en hi c'halon estlamm !

Ann dut-a-justiz c'houlenne
Euz Janedik eno neuze :
- Janedik, d'imp-ni lavaret
Petra 'zo kaos na zewet ket ?

Hag ar bourrew a lavare
Da dut ar Justiz, p'ho c'hlewe :
- Bet on ter gwes war hi diou-skoa,
Nemet c'hoarzin ouzin na ra -

- 'Nn Itron-Varia a C'houlvenn
A skoulm hi diou-vrec'h em c'herc'henn ;
'Nn Itron-Varia ar Folgoat
'Zo skabell indann ma zaou-droad.

- Kassomp-hi d'ar fagodiri,
Soufr hag alun lakit out-hi ;
Soufr hag alun lakit out-hi,
Ha ni deui a-benn ann-ezhi ! -

Kriz' vije 'r galon na oelje,
'R fagodiri nep a vije,
O welet Janet 'n kreiz ar flamm,
N'euz ket 'h hi c'halon a estlamm !

- Na Janedik, d'in lavaret,
Petra 'zo kaos na varwfeac'h ket ? -
Aotro 'r Gerwenn, me varwfe eaz,
Ma welfenn ho kouarneres ! -

N'oa ket hi gir peurlavaret,
'N trezeg ar ger hen a zo et ;
- Gouarneres em breparet,
Ganin-me a renket donet. -

'R vates-vihan na varwfe ket,
A-rok ma defo ho kwelet. -
- N'oamp ket ker braz mignonesed,
Na varwfe 'walc'h hep ma gwelet ! -

Pa 'z arru en tal ann tanted,
Oh ! ia, treuz un dewez-aret,
Ur fulenn-dan zo distrinket.
Ar c'houarneres zo paozet.

'Nn aotro 'r Gerwenn, vel ma welaz,
War he zaoulin hen em strinkaz ;
War he zaoulin hen em strinkaz,
Da c'houll ouz-hi pardon ha graz.

- Wit euz ar groug ho pardonann,
Met euz an tan, bikenn na rann,
Mar na deu 'r groaz hag ar banier
Da glask 'r vates-vihan d'ar ger.

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes