Paroles de la chanson An Aotrou Rosmadek (Le Seigneur de Rosmadec) par Chansons Bretonnes

An Aotrou Rosmadek (Le Seigneur de Rosmadec) Traduction française
Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "An Aotrou Rosmadek (Le Seigneur de Rosmadec)"

Paroles de la chanson An Aotrou Rosmadek (Le Seigneur de Rosmadec) par Chansons Bretonnes

'Tre Rozmadek hag ar Baron
'Zo zavet 'n tamm dissension,
Balamour d'un alead gwez
A oa daou-anter en tre-z-he.

'Nn aotro Rosmadek a lare
A renkje kaout ar choaz ar gwez ;
A renkje kaout ar choaz ar gwez,
He heritourienn hen goude.

- Kent ewit kaout ar choaz ar gwez,
Te renko gonid ann-ez-he!
'Nn aotro Rosmadek a lare
D'ann aotro 'r Baron en de-se :

- Eomp-ni hon daou d'ar Prat-Newez,
Ewit c'hoari un taol kleze. -
- Da c'hoari 'r c'hleze me n'inn ket,
D'ann oferenn me ' renk monet;

- Eomp-ni hon daou d'ann oferenn,
Vit torri ar gwall-blanedenn ;
D'ann ofern-bred, d'ar gousperou,
A dorr kalz a blanedennou. -

- D'ann ofern-bred na iefomp ket,
D' c'hoari 'r c'hleze e ret monet;
Eomp-ni hon daou d'ar Prat- Newez,
Ewit c'hoari un taol kleze ! -

Er Prat-Newez p'int arruet,
Da c'hoari 'r c'hleze int bet et ;
P'int et da c'hoari ar c'hleze,
'Nn aotro ar Baron ' c'honee.

'Nn aotro Rosmadek ' lavare
D 'n aotro 'r Baron, pa c'honee :
- Baron, dastumet ho pouklo,
Mar 'z ann war-n-ez-he, m'ho zorro ! -

D' zastum he vouklo eo pleget,
Ann trubart hen euz-han treuzet !
'Nn aotro 'r Baron a lavare
D'he baj-bihan eno neuze :

- Guillaou 'r Belek, ma mewel mad,
Klask ur belek d'am kovesad ;
Medesinn da stanka ma gwad,
M'am bo buhez ar Rosmadek. -

Guillaou 'r Belek a lavaras
D'he vestr ar Baron, p'hen klewas :
- Gwell 've ober ho testamant,
Keït m'oc'h en ho intentamant. -

Kenta testamant a eure,
'Oa offr he ine da Doue :
- Guillaou 'r Belek, ma mignon kez
C'hui ' ha d'ar ger ha me n'hann ket :

Ma gourc'hemeno d'am fried,
Med n'laret ket e vinn lazet ;
Med laret ' vinn et da Baris
Da zaludin ar roue Loïz ;

Laret e vinn et da Baris
Da zaludin ar roue Loïz,
Prenet ganin ur marc'h newez,
Kalonik ma marc'h oa re-ge. -

Ar Varones a c'houlenne
Euz Guillaou 'r Belek, en de-se :
- Guillaou 'r Belek, d'in-me laret,
Ho mestr 'r Baron pelec'h eo et? -

- Ma mestr a zo et da Baris
'Wit saludin ar roue Loïz,
Prenet gant-han ur marc'h-newez,
Kalon he varc'h a oa re-ge. -

Guillaou 'r Belek a lavare,
Pa oa gant he goan, en noz-se :
- Daoust piou 'n defo ann hardison
D'anonz ar c'hezlo d'ann itron?

D'anonz ar c'hezlo d'ann itron,
Eo lazet hon mestr ar Baron ?
D' dapoud he vouklo p'e pleget,
Rosmadek trubart 'n euz-han treuzet, ! -

Ar vates vihan pa glewas,
D'ann nec'h gant ar vinz a bignas;
D'ann nec'h gant ar vinz eo pignet,
D'ar Varones a deuz laret :

- Aotro Doue petra 'vo gret ?
Hon mestr ar Baron 'zo lazet !
D' dapoud he vouklo p'eo pleget,
Rosmadek trubart 'n euz-han treuzet ! -

Ar Varones pa deuz klewet,
Ter gwes d'ann douar ' zo zemplet ;
Ter gwes d'ann douar eo zemplet,
'R vates vihan 'deuz hi goureet.

'R Baron bihan, pa 'n euz klewet,
D'he vamm 'r Varones 'n euz laret :
- Ma mammik paour, na oelet ket,
Me am bo buhez 'r Rosmadek ! -

Ha pa oa pemzek vloaz oajet,
D'he vamm 'r Varones 'n euz laret :
- Ma mamm 'r Varones, m'am c'haret,
Kleze ma zad d'in a rofet ;

Kleze ma zad d'in a rofet
Da vont da gaout ar Rosmadek ;
Da vont da gaout ar Rosmadek,
He vuhe 'renkann da gavet ! -

Ar Baron iaouank a lare
'N ti ar Rosmadek p'arrue :
- Demad ha joa holl en ti-ma,
Ar Rosmadek pelec'h ema ? -

Ar c'houarneres a laras
D'ar Baron bihan, p'hen klewas :
- Ema duze ebars he gambr,
Et-c'hui d'hen kaout, mar oc'h euz c'hoant. -

- D'hen kaout en he gambr na inn ket,
Hen 'deui d'ann traon pa vo pedet. -
Ar Rosmadek, 'vel ma klewas,
He benn er frennestr a voutas ;

He benn er frennestr 'n euz boutet,
D'ar Baron iaouank 'n euz laret :
- Baron bihan, kerz a lec'h-se,
Rag euz da wad am euz true ! -

- N'ho pet nep truez euz ma gwad,
Pa n'ho poa euz hini ma zad :
Ha hastet buhan dont d'ann traon,
Pe me c'houezo 'n tan 'n ho holl vado !

Hastet dont ganin da c'hoari,
Pe me 'c'houezo 'n tan en ho ti;
Pe me c'houezo 'n tan tu ho ti,
Ho talc'ho en kreiz da dewi. -

'Nn aotro Rosmadek a lare
D'holl dut he di, pa gimiade :
- Me ha brema d'ar Prat-Newez,
Me 'zo sur 'kollinn ma buhez! -

P'int et da c'hoari ar c'hleze,
'R Baron bihan a c'honee :
'Nn aotro Rosmadek a lare,
D'ar Baron bihan p' c'honee :

- Baron, dastum te da vouklo,
Mar an war-n-ez-he m'ho zorro. -
- Hag a ve torret ma bouklo,
Arc'hant 'walc'h 'zo em godelo;

Arc'hant 'walc'h 'zo em godelo
Da gaout re-all ho ramplaso;
N'as be ket nec'h gant kement-se,
C'hoari hardiz da daol kleze ! -

'Nn aotro Rosmadek a lare,
D'ann aotro Baron, p' c'honee :
- Baron, dastum d'vouchouero,
Mar 'an war-n-ez-he m'ho saotro. -

- Pa ve saotret m' mouchouero,
Arc'hant 'walc'h 'zo em godelo ;
Arc'hant 'walc'h 'zo em godelo,
Merc'hed 'zo 'r vro hag ho gwalc'ho ;

N'as be ket nec'h gant kement-se,
C'hoari hardiz da daol kleze;
C'hoari d' daol kleze pa gari,
Oud aman en heur ma varwi ! -

N'oa ket he c'hir peurlavaret,
He benn diwar he gorf 'n euz troc'het,
Ha taolet 'n ez-han war ar ru,
D'ar vugale d' c'hoari dotu.

Hag ann dut jentil a lare
Ann eill d'egile an-ez-he :
- Set' 'r Baron bihan 'vont aman,
Ha penn ar Rosmadek gant-han ! -

Ma lare ann eill d'egile :
- Hennes ' oar c'hoari ar c'hleze ! -

He vamm 'r Varones 'c'houlenne
Euz 'r Baron bihan, p'arrue :
- Ma mab ar Baron, d'in laret,
Bet oc'h euz buhe Rosmadek ? -

Ar Baron bihan a laras,
D'he vamm 'r Varones, p'hi c'hlewas :
- Ma mamm, 'man he benn war ar ru,
Gant 'r vugale 'c'hoari dotu ! -

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes