Paroles de la chanson An daou vreur (Les deux frères) par Chansons Bretonnes

An daou vreur (Les deux frères) Traduction française
Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "An daou vreur (Les deux frères)"

Paroles de la chanson An daou vreur (Les deux frères) par Chansons Bretonnes

Mar an me d'an arme, 'vel ma dlean monet,
Pelec'h lakain me ma fried da viret ?

- Digaset-hi d'am zi, ma breurig, mar karet,
M'hi lakaio er gambr, gant ma dimezelled ;

M'hi lakaio er gambr, gant ma dimezelled,
Ha p'arrufet er gêr, ma breurig, hi gwelfet..

Met na oa ket aet mat he daou-droad meaz an ti,
Ma oa lâret dezhi : Bremañ c'hwi yel' ivez !

Diwisket ho prozh-ruz, hag ho prozh-wenn gwisket,
Ma yefet-c'hwi d'al lann da vesañ an deñved ! - (1)

E-tro pad ur seizh vloaz na deus graet met gouelañ,
Achuet ar seizh vloaz, 'komansas da ganañ.

Un den-jentil yaouank o tont eus an arme
A gleo he mouezh el lann p'ini a gane gae :

- Arret, ma faj bihan, krog en penn ar marc'h-mañ,
Ma selaouin ur vouezh zo el lann o kanañ ;

Ma selaouin ur vouezh zo el lann o kanañ,
Bremañ ez eus seizh vloaz na glevis ar vouezh-mañ ! -

- Demat deoc'h, berjerenn , mesaerez deñved,
N'ouzon penaos c'hallet miret aze 'r gwerc'hted.

- Ho ! ya sur, emezi, dre drugarez Doue,
D'un den-jentil yaouank , a zo aet d'an arme ;

D'un den-jentil yaouank , a zo aet d'an arme,
Hag en neus bleo-melen heñvel dimeus ho re.

- Mar en neus bleo-melen heñvel dimeus ma re,
Diwallet , berjerenn , hag a ve me a ve.

- 'Vidon da vout el lann o vesañ an deñved,
Me zo an itron vras a vaner ar Faouet.

- Mar oc'h an itron vras a vaner ar Faouet,
Lâret din, berjerenn, ha me a vo lojet ? -

- Ho ! ya sur, emezi, lojet-mat a vefet,
Hag ur marchosi-kaer, da lakaat ho roñsed :

Beza zo marchosi da lakaat ho roñsed,
Gweleoù-mat a bluñv d'ho lakaat da gousket.

Me a ve barzh ar c'hraou bemnoz, gant ma deñved,
Hag en laouer ar moc'h am bez ma zammig boued ! (2).

- Demat deoc'h-c'hwi, ma breur, demat deoc'h a laran,
Pelec'h 'mañ ma fried bremañ pa n'hi gwelan ?

- Emañ e-barzh ar gambr, gant ma dimezelled,
Pa ziskenno da goan, neuze, m' breur, hi gwellfet.

- Gaou a larez, ma breur, e-kreiz da zaoulagad !
'Mañ ma fried el lann o vesañ an deñved ! .....

Didostaet, berjerenn, tostait da dommañ,
Hervez al liou a zouget, a kredan ez oc'h klañv.

- Salv-ho-kras, emezi, salv-ho-kras na 'z in ket,
Seizh vloaz 'zo en ti-mañ tommadenn n'am eus graet ;

Me a vije er c'hraou bemnoz gant ma deñved,
Hag en laouer ar moc'h me am bije ma boued ! -

- Pa oan aet d'an arme, az poa din-me lâret
Hi lakajez er gambr gant da dimezelled ;

Hi lakajez er gambr gant da dimezelled,
Hag a teus hi kaset d'al lann gant an deñved !

Panamet respectiñ ti ma mamm ha ma zad,
Am boa treuzet m' c'hleze bremañ-sou(de)n dre da wad !

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes