Paroles de la chanson An den klouedet (L'homme à la barrière) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "An den klouedet (L'homme à la barrière)"

Paroles de la chanson An den klouedet (L'homme à la barrière) par Chansons Bretonnes

Fañch al Luch zo ur paotr krenn
Stampet ouzh e zouar } (bis)
N'eo ket 'n avel o tremen
Lan ti gou di gou tra la la la
N'eo ket 'n avel o tremen
A vefe gouest d'e ziskar


Gros, kofek, divesker lor
Gouest da lakaat spouron
Eus an a-raok eo digor
Kement hag ur marc'h limon

Ha ma 'z afec'h da c'hoarzhin
Ouzh pezh a c'hoarvezas
Siwazh deoc'h, me a gav din,
Sur ho pefec'h gwall dregas

E-kichen ode Park-bras
E gi bihan Loullig
War ur c'had prim a lammas,
Ha strobet ar paotr Fañchig

'Stok e-gorf war ar gloued
Kouezhas ar paotr faro
Hag e benn chomas sanket
E gwask ar bizier derv

Kaer 'doa sachañ da c'houde
Sachañ ha disachañ
E ziskouarn a voude
Ha ret 'voe dezhañ puchañ

Ret 'voe d'ar paour-kaezh kañfard
Dibradañ e gloued
An abadenn a voe start
Mat-tre e oa bet staget

Ha ganti 'dreuz war e choug
Fuloret e galon
Ha div zrezenn d'e ambroug
Fañch a zistroas d'ar gêr

Ar saout a vez pennasket,
Ar c'hezeg hualet,
Morse ne oa bet gwelet
M'hen tou, un den "klouedet"

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes