Paroles de la chanson An disput etre ar C'hernevad hag an Tregeriad (La dispute entre un Cornouaillais et un Trégorrois) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "An disput etre ar C'hernevad hag an Tregeriad (La dispute entre un Cornouaillais et un Trégorrois)"

Paroles de la chanson An disput etre ar C'hernevad hag an Tregeriad (La dispute entre un Cornouaillais et un Trégorrois) par Chansons Bretonnes

Didostait kozh ha yaouank, didostait da glevet
Da selaou kanañ ur son a zo nevez savet

Evit din bout erru kozh, c'hoant em eus ken mervel
D'ober ur son da gañan war ma bro Breizh Izel

Hag impliañ ma spered da rimañ un disput
Etre daou den ansion estimet gant an dud.

Me a yeas ur sadornas d'ar marc'had da Wemgamp
Oen ket abred da erruout, ma c'hozh varc'h oe ket amp

Pa oe sonet ar c'hreizteiz, kazi graet ma marc'had
Me c'hont da traoñ gant ar ru, 'kaven ur c'hamarad.

Antreen a reomp hon daou 'barzh un ostal deus kêr
Ha da c'houlenn da evañ bep ur chopinad bier

Oamp ket aze'et mat ouzh taol ni m'omp klevet raktal
Un disput deus ar gwashañ er penn all eus ar sal

Etre daou den ansion, o anvioù na oeren ket
Memestra m'oe plijadur i tonet d'o c'hlevet

Unan anehe oe anvet Kernevad chupenn berr
Egile libitenn hir, deus a gostez Treger

An Tregeriad a gomañse da gentañ riotal
Oh ha aiet 'a mat e oe, ha degemeret fall

"Fidam Doue Tregeriad, 'deuit ket d'am riotal
Martreze 'soñjfe ganeoc'h penaos 'ma sot ar re all?

C'hwi 'peus foen en ho prajoù, ed en ho parkeier
Ha ni 'meump Mallozh Toue vat deus koste Landreger

Bez 'peuz i'ez douar mat ha loened mat da werzhañ

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes