Paroles de la chanson An hini oa aet da welet e vestrez d'an ifern (Celui qui alla voir sa maîtresse en enfer) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "An hini oa aet da welet e vestrez d'an ifern (Celui qui alla voir sa maîtresse en enfer)"

Paroles de la chanson An hini oa aet da welet e vestrez d'an ifern (Celui qui alla voir sa maîtresse en enfer) par Chansons Bretonnes

Sklezrijenn euz ann ef breman a c'houlennan,
Euz ar Werc'hez-Vari, wit gallout esplikan

Un exempl pitoïabl e-touez an dut iaouank,
Da gement 'zo er bed ur mezelour patant.


Em darempredi rent en ho bugaleaj,
Dre ma teuent en oad, a rent c'hoas davantaj,

Em darempredi rent koulz en noz hag en de,
Hep diskouez nep doujanz euz a c'halloud Doue.

Met un dra gri deuaz ewit ho separi;
Ar plac'h den da verwell, iaouank ha dizoursi.

Pa well ann den iaouank marw he vestrez fidel,
E em strinkaz 'n ur gouent, e-touez an dut zantel,

Lec'h ma pede Doue, koulz en noz hag en de,
'N esper gwelt he vestrez, 'vel pa oa en buhe.

Un de m'oa ar c'hloarek en pedenn en he gambr,
An Diaoul aparisaz en giz d'un den iaouank.

- Pegement, eme-z-han, a roï-te din-me
Wit gwelet da vestrez, 'vel pa oa en buhe? -

- Me a zo ur paour keiz n'am euz ket a voïenn,
N' 'm euz met ur blatinenn c'houezet en aour-melenn;

Nep raï din hi gwelet, hep kavet nep ofanz,
Hen do ma flatinenn, o ia en asuranz. -

Tapout 'ra krog en-han evel en ur bugel,
Nijell a ra gant-han dreist ann tier uhel.

Arruout a rejont 'n un ale vraz meurbed,
Er penn-all an-ez-hi un or vraz houarnet.

P'arruaz 'tal an or, d'ez-han eo digorret,
Dre m'oa euz an ifern un diaoul inkarnet:

Mont a eure gant-han en ur gambr a goste,
Lec'h ni' welaz he vestrez, vel pa oa en buhe;

Laket oe ar c'hloarek a goste en ur gambr,
Lec'h ma wel he vestrez en ur gador ardant.

- Laret din, ma mestrez, ha c'hui 'c'h euz aze poan,
Seblantout a ra din ez oc'h en kreiz an tan? -

- Oh! ia sur, eme-z-hi, mad hallet kredi-ze,
Me n'am euz tam repoz nag en noz nag en de. -

- Petra ann traou hudur 'zo ouz ho tiou-skouarn,
Iffom dac'h ho pisaj, ho tried hag ho taouarn" -

- Holl serpanted 'nn ifern am devor de-ha-noz,
N'am euz ket digant-he ur momet a repoz;

Ma zreid ha ma daouarn, ma izili 'samblez,
A zo 'vel un houarn o tont euz ar forniez ! -

- Laret d'in, ma mestrez, na ve ket a voïen
Da dont d'ho delivra a boaniou ann ifern,

Gant iün hag orezon, pedennou mad laret,
Aluzon d'ar baourienn, oferniou selebret? -

- Iünou, orezonou, pedennou mad laret,
Na reont met kreski poan un ine daonct. -

- Adieu ta, ma mestrez, pa 'z eo red partia,
C'hoant 'm euz d'ho ambrasi wit ar wes diweza? -

- Salv-ho-kraz, servijer, wit-ze na refet ket,
Rag gant tan an ifern c'hui a ve sur dewet. -

- Adieu ta, ma mestrez, pa eo red partia,
Me 'reï h' gourc'hemenou d'ho c'hoarik bihanna.

- Oh ia, ma servijer, oh! ia, na vanket ket,
Grit ma gourc'hemenou, ha deuz ma feurz laret,

Na vo ket familier re gant ar galanted,
Gant aoun, siouas Maria, na ve iwe daonet! -

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes