Paroles de la chanson An teir seizenn (Les trois rubans) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "An teir seizenn (Les trois rubans)"

Paroles de la chanson An teir seizenn (Les trois rubans) par Chansons Bretonnes

Bet zo bet un amzer, un amzer tremenet
Un amzer tremenet
E karen o kariñ hag e vezen karet
Latira
E karen o kariñ hag e vezen karet

Bremañ ez eus un amzer, un amzer kontrol din
Ne ran joa ouzh hini, hini ne ra ouzhin

Bout zo bet un amzer e tougen teir seizenn
Unan ruz, unan glas, an arall a oa gwenn

An hini ruz 'laken en enor d'ar madoù
An hini glas 'laken en enor d'ar bizoù

An hini glas 'laken en enor d'ar bizoù
An hini gwenn 'laken etrezomp-ni hon-daou

Setu-ni dimezet ha setu-ni kontant
Lakaet deomp en hor spered ober ur vatimant

Graet eo ar vatimant ha lakaet àr ar mor
Aet eo d'ar broioù pell, pell diouzh aodoù arvor

Ne oa ket tremenet, tremenet c'hoazh ur blez
Kollet ar vatimant, kollet man den ivez

Kollet ar vatimant, kollet man den ivez
Kenavo eürusted, kenavo levenez

Ma zeir seizenn bremañ n'o dougin mui james
Roet 'm eus eus int e prof da chapel ar Werc'hez

Men 'man aet an amzer, an amzer tremenet
Ma karen o kariñ hag e vezen karet

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes