Paroles de la chanson Aotrou Nann hag ar Gorrigan (Le Seigneur Nann et la Fée) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Aotrou Nann hag ar Gorrigan (Le Seigneur Nann et la Fée)"

Paroles de la chanson Aotrou Nann hag ar Gorrigan (Le Seigneur Nann et la Fée) par Chansons Bretonnes

An aotrou Nann hag e bried
Yaouankik-flamm oent dimezet
Yaouankik-flamm dispartiet

An itron he deus ganet dec'h
Daou vugel ker kaer hag an erc'h
Unan zo paotr, an all zo merc'h

"Petra c'houl ho kalon avat
P'ac'h eus ganet ur mab d'e dad ?
Livirit, m'her reiñ deoc'h timat

Kig kefeleg a stank an diaz
Pe kig karv ar forest c'hlas ?

- Kig karv eo a garfen mat
Hogen poan vezo mont d'ar c'hoad"

An Aotrou Nann pa he c'hlevas
En e c'hoaf derv a grogas

Ha war e varc'h du a lammas
Ha d'ar forest c'hlas ez eas

War lez ar c'hoad pa oa digouet
Un heizez wenn en deus gwelet

Hag eñ mont buan war he zro
Ken grene 'n douar dindano

Hag eñ mont war e lerc'h raktal
Ken rede an dour diouzh e dal

Ha diouzh e varc'h a bep kostez
Ken a zeuas an abardaez

Ken a gavas ur wazh vihan
E-kichen ti ur Gorrigan

Ha tro-war-dro un dachenn flour
Hag eñ da ziskenn d'evañ dour

Ar Gorrig oa tal e feunteun
O kribañ he blev hir melen

Hag o c'hribe gant ur grib aour
('N itronezed-se n'int ket paour)

"Penaos out-te ken dievezh
Da zont da strafuilhañ va gwez ?

Dimeziñ din bremañ 'refet
Pe e-pad seizh vloaz e sec'hfet
Pe a-benn tri deiz e varvfet

- Dimeziñ deoc'h me na rin ket
Rak ur bloaz zo on dimezet

Da zisec'hiñ na chomin ket
Na benn tri deiz na varvin ket

Na varvin ket a-benn tri deiz
Nemet pa vezo youl Doue

Met gwell eo din mervel bremañ
'Get dimeziñ d'ur Gorrigan !"

"Va mammig keazh, ma am c'haret,
Aozet va gwele ma n'eo ket
Gant ar c'hleñved ez on dalc'het

Na livirit tra d'am fried
A-benn tri deiz e vin beziet
Gant ur Gorrigan on bet skoet"

Hag a-benn tri dervezh goude
Ar c'hwreg yaouank a c'houlenne :

"Livirit din-me, va mamm-gaer,
Ha perak e son ar c'hleier ?

Perak e kan ar veleien
War al leur-zi, gwisket e gwenn ?

- En noz-mañ mervel he deus graet
Ur paour keazh hor boa kemeret

- Va mamm-gaer din-me leveret
Va Aotrou Nann pelec'h eo aet ?

- E kêr, va merc'hig, ez eo aet
E-berr e teuio d'ho kwelet

- Va mamm-gaer geazh, livirit din,
Ruz pe c'hlas d'an iliz ez in ?

- Va merc'hig, deut eo ar c'hiz
Da vont gwisket du d'an iliz"

Pazenn ar vered pa dreuzas
Bez he fried paour a welas

"Pere hon dud-ni zo marvet
Pa'z eo hon douar-ni fresket ?

- Siwazh ! va merc'h, n'hallan nac'h mui :
Ho pried paour a zo enni !"

War he daoulin en em strinkas
Ha biken goude na savas

Burzhudus vije da welet
An noz goude ma oa lakaet
An itron e bez he fried

Gwelet div wezenn derv sevel
Diouzh o bez nevez d'an uhel

Ha war o brank div c'houlmig wenn
Hag i ken drev ha ken laouen

Eno 'kanañ da c'houloù-deiz
Hag o nijal d'an neñv goude

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes