Paroles de la chanson Ar baradoz (Le paradis) par Chansons Bretonnes

Ar baradoz (Le paradis) Traduction française
Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Ar baradoz (Le paradis)"

Paroles de la chanson Ar baradoz (Le paradis) par Chansons Bretonnes

Jezuz ! Pegen bras eo
Plijadur an eneoù,
Pa'z int dirak Doue,
Hag en e garantez

Berr gavan an amzer,
Hag ar poanioù dister,
O soñjal deiz ha noz,
E gloar ar baradoz.

Pa sellan en neñvoù,
Hag etrezek va bro,
Nijal di a garfen,
Evel ur goulmig wenn.

Pa vo pred ar marv,
Neu e me gimiado
Ouzh ar c'hig ankenius,
Enebour da Jezuz.

Gant joa e c'horto'an
An tremen diwezhañ ;
Hast am eus da welet
Jezuz, va gwir bried.

Kerkent ha ma vezo
Torret va chadennoù,
M'en em savo en aer
Evel un alc'houeder.

Tremen a rin al loar
Evit monet d'ar c'hloar
Dreist an heol, ar stered,
Me a vezo douget.

Pa vin pell diouzh an douar,
Traonienn leun a c'hlac'har,
Neuze me ray ur sell
Ouzh va bro Breizh-Izel.

Neuze me lavaro :
- Kenavo dit, va bro,
Kenavo, bed doanius,
Gant da vec'hiou poanius;

Kenavo, paourentez,
Kenavo, gwanerezh,
Kenavo, trubuilhoù,
Kenavo, pec'hejoù !

Pelloc'h ne soñjin ket
Ardoù an drouk-spered;
Biken me n'em gollo
Goude pred ar marv.

Evel ur vag gollet,
Va c'horf deus va c'haset
Amañ, dre an avel,
Ar glav har ar riell.

Marv, te an treizher
A zigor din ar gêr,
Pa vruzun gant an her
Va lestr ouzh he rec'hier.-

A bep tu pa sellin,
Kement tra a welin
A ray d'am daoulagad,
Ha d'am c'halon mil vad

Perc'her ar baradoz
Digor ouzh va gortoz,
Ar sent, ar sentezed,
Tost d'am degemeret.

Me vo degemeret
E palez an Drinded,
E-kreiz an enorioù
Hag ar meuleudioù

Ha eno, evit mat,
Welin Doue an Tad
Gant e Vab benniget
Hag ar Spered meulet.

Me a welo Jezuz,
En ur c'hiz dudius,
O lakaat war va fenn
Ar gaerañ kurunenn :

- Ho korfoù evurus,
A lavaro Jezuz,
Oa teñzorioù kuzhet
En douar benniget.

Evel gwrizioù roz-gwenn,
Pe lili, pe spern-gwenn,
E kornig ul liorzh
Em' oc'h e-kreiz va forzh

C'hwi zo em baradoz
Evel bokedoù roz
A zivleun d'ar mare,
Hag a vleun adarre.-

Evit poanioù dister
Evit ankenioù berr,
Ni vezo paet mat
Gant Doue, hor gwir dad.

Kaer a vezo gwelet
Ar Werc'hez benniget
Gant daouzek steredenn
A ra he c'hurunenn

Gwelet a rimp ouzhpenn
Ganto peb a delenn,
Aelez hag arc'haelez
Holl o veuliñ Doue;

Gwelet a raimp-ni c'hoazh
Leun a c'hloar, leun a c'hraz,
Hon tadoù, hor mammoù
Hor breudeur, tud hor bro.

Gwerc'hezed a bep oad,
Sentezed a bep stad,
Gwragez, intañvezed,
Gant Doue kurunet.

An holl aeledigoù
War ho eskelligoù
Ker mignon, ker rubenn,
A nijo dreist hor penn

A nijo dreist hor penn,
Evel un hed gwenen,
En ur parkad bleunioù,
Son ha c'hwezh vat ganto.

Eürusted heb he far
O soñjal me ho kar;
C'hwi a ro din dizoan
E poanioù ar bed-mañ

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes