Paroles de la chanson Ar bempvet devezh a viz Genver (Le cinq janvier) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Ar bempvet devezh a viz Genver (Le cinq janvier)"

Paroles de la chanson Ar bempvet devezh a viz Genver (Le cinq janvier) par Chansons Bretonnes

Ar bempvet devezh warn-ugent
Dimeus a viz genver,
Kalonad, me am-oa bet
'Sevel 'maez ma gwele.

Kalonad, me am-oa bet,
'Maez ma gwele 'sevel,
O soñjal en un devezh
Peshani 'm-oa da dremen

O soñjal en un devezh
Peshani 'm-oa da dremen.
Met allas ken 'barzh oa noz,
Me am-oa bet anken.

Me bartias diouzh ar gêr
Ne oan ket gwall diwezhat
Kentañ kêr ec'h antreen
Oa bet Sant Nikolaz

Kentañ kêr ec'h antreen
Oa bet Sant Nikolaz
Na didosted d'ar c'houc'hiz
Dindan an doenn c'hlas

Na pa oamp erruet ennañ,
Ni oa degemeret
Gant paotred ar livetenn
Re an tokoù trouset

Na pa oa lañset an ordr
Da stennet an drapo,
Da gentañ evit komañs,
Tennañ reas ar mêriou.

Neuze e teuas goude
Tro ar baotred yaouank
Na pep hini a denne
Dre ma errue e renk

Na pa oa erruet ma renk,
Na da dennañ ur bilhed,
Ma c'hamarad 'denn unnek,
Me a denn an daouzek

Ma c'hamarad a denn unnek
Me a denn an daouzek
"Konskrid an asurañs "
Partial neuz' zo ret

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes