Paroles de la chanson Ar bugel lec'hiet (L'enfant supposé) par Chansons Bretonnes
Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Ar bugel lec'hiet (L'enfant supposé)"
Proposer une correction des paroles de "Ar bugel lec'hiet (L'enfant supposé)"
Paroles de la chanson Ar bugel lec'hiet (L'enfant supposé) par Chansons Bretonnes
Mari goant a zo keuziet
He Loig ker he deus kollet
Gant ar Gorrigan emañ aet
"Pa'z is davet dour d'ar stivell
Va Loig lezis er c'havell
Pa zeuis d'ar gêr eñ oa pell
Al loen-mañ en e lec'h lakaet
E veg ken du hag un touseg
A graf, a beg, hep ger ebet
Ha bron bepred 'mañ klask kaouet
Hag en e seizh vloaz emañ aet
C'hoazh n'emañ ket c'hoazh dizonet
He Loig ker he deus kollet
Gant ar Gorrigan emañ aet
"Pa'z is davet dour d'ar stivell
Va Loig lezis er c'havell
Pa zeuis d'ar gêr eñ oa pell
Al loen-mañ en e lec'h lakaet
E veg ken du hag un touseg
A graf, a beg, hep ger ebet
Ha bron bepred 'mañ klask kaouet
Hag en e seizh vloaz emañ aet
C'hoazh n'emañ ket c'hoazh dizonet
Gwerc'hez Vari, war ho tron erc'h,
Gant ho krouadur tre ho tivrec'h
E levenez 'maoc'h, me en nec'h
Ho mabig sakr c'hwi a virez
Me, ma hini me a gollez
Truez ouzhin, mamm a druez !
- Ma merc'h, ma merc'h, na nec'het ket
Ho Loig ned eo ket kollet
Ho Loig ker a vo kavet
Neb 'ra van virv e glorenn vi
Evit dek gounideg un ti
A lak' ar c'horrig da bre'giñ
Pa 'n deus prezeget flemm-eñ, flemm !
Pa eo flemmet ken, a glemm
Gant ho krouadur tre ho tivrec'h
E levenez 'maoc'h, me en nec'h
Ho mabig sakr c'hwi a virez
Me, ma hini me a gollez
Truez ouzhin, mamm a druez !
- Ma merc'h, ma merc'h, na nec'het ket
Ho Loig ned eo ket kollet
Ho Loig ker a vo kavet
Neb 'ra van virv e glorenn vi
Evit dek gounideg un ti
A lak' ar c'horrig da bre'giñ
Pa 'n deus prezeget flemm-eñ, flemm !
Pa eo flemmet ken, a glemm
Pa eo klevet, e lammer lemm"
"Petra rit-hu aze, va mamm ?"
Lavare ar c'horr gant estlamm
"Petra rit-hu aze, va mamm ?
- Petra 'ran amañ, va mab-me ?
Birviñ a ran er bluskenn-vi
'Vit an dek gounideg va zi
- 'Vit dek, mamm ger, en ur bluskenn !
Gwelis vi ken gwelet yar wenn
Gwelis mez ken gwelet gwezenn
Gwelis mez ha gwelis gwial
Gwelis dervenn e koad Breizh-all
Biskoazh na welis kement-all
"Petra rit-hu aze, va mamm ?"
Lavare ar c'horr gant estlamm
"Petra rit-hu aze, va mamm ?
- Petra 'ran amañ, va mab-me ?
Birviñ a ran er bluskenn-vi
'Vit an dek gounideg va zi
- 'Vit dek, mamm ger, en ur bluskenn !
Gwelis vi ken gwelet yar wenn
Gwelis mez ken gwelet gwezenn
Gwelis mez ha gwelis gwial
Gwelis dervenn e koad Breizh-all
Biskoazh na welis kement-all
- Re draoù a welas-te, va mab
Da flap ! da flip ! da flip ! da flap !
Da flip ! paotr kozh ! ha ! me da grap !
- Sko ket gantañ, lez-eñ ganin
Ne ran-me droug da da hini
'Mañ brenn er bro-ni ganeomp-ni"
Mari d'ar gêr pa zistroas
He bugel kousket a welas
En e gavell, ha sioul eas
Hag outañ ker kaer pa selle
Ha da voket de'añ pa ae
E zaoulagad a zigore
En e goazez 'n em save
He zivrec'hig de'i astenne
Da flap ! da flip ! da flip ! da flap !
Da flip ! paotr kozh ! ha ! me da grap !
- Sko ket gantañ, lez-eñ ganin
Ne ran-me droug da da hini
'Mañ brenn er bro-ni ganeomp-ni"
Mari d'ar gêr pa zistroas
He bugel kousket a welas
En e gavell, ha sioul eas
Hag outañ ker kaer pa selle
Ha da voket de'añ pa ae
E zaoulagad a zigore
En e goazez 'n em save
He zivrec'hig de'i astenne
"Gwall-bell on bet kousket, mamm-le !"
Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)