Paroles de la chanson Ar c'hemener hag ar c'horred (Le tailleur et les nains) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Ar c'hemener hag ar c'horred (Le tailleur et les nains)"

Paroles de la chanson Ar c'hemener hag ar c'horred (Le tailleur et les nains) par Chansons Bretonnes

Paskou hir, ar c'hemener,
Re ke ke, la, la, la, lira, la, la !

Paskou hir, ar c'hemener
'Zo et da ober al laer.

'Zo et da ober al laer, re ke ke, etc.
Abardae noz, digwener.

Et eo da di ar c'horred, re ke ke, etc.
Gant he goz-pall da doulet :

Gant he goz-pall da doulet, re ke ke, etc.
Da glask ann tenzaour kuzet.

Ann tenzaour hen a gavaz, re ke ke, etc.
Ha d'ar ger, 'n eur redek braz !

Ha d'ar ger, 'n eur redek braz, re ke ke, etc.
En he wele 'n em lakaz.

- Sarret ann or, sarret kloz, re ke ke, etc.
Setu ann duzigou-noz !

Dilun , dimeurz, dimerc'her, re ke ke, etc.
Diriou ha digwener !

Sarret ann or ta, paotred, re ke ke, etc.
Setu ar c'horriganed.

Maint o tont ebars ar porz, re ke ke, etc.
Maint holl en-han 'tansall forz.

Maint o pignat war ann ti, re ke ke, etc.
Maint 'komanz da zistoï.

Krapet out, ma mignon paour, re ke ke, etc.
Taol-kuit fonnuz ann tenzaour !

Paskou paour, te 'zo kollet, re ke ke, etc.
Taol war-n-out dour benniget !

Taol da linsell war da benn, re ke ke etc.
Ha na gruflusk ket a-grenn.

Siouaz d'in ! maint o c'hoarzinn, re ke ke, etc.
Nep dec'hfe-ket a ve finn.

Aotrou Doue ! setu 'nan, re ke ke, etc.
He benn dre ann toul gant-han !

He zaoulagad ru glaou-tan, re ke ke, etc.
'Ma d'ann traon gant ar peulvan !

Aotrou Doue ! 'nan, daop, tri, re ke ke, etc.
Maint en-dro war al leur-zi !

Lammout reont ha kounnari, re ke ke etc .
Taget 'on , Gwerc'hes Vari !

- Daou, tri, pevar, pemp hanter, re ke ke, etc.
Dilun, dimeurz, dimerc'her.

Kemenerik, kemener, re ke ke, etc.
Roc'hall a rez aze, laër !

Kemener, kemenerik, re ke ke, etc.
Tenn da fri 'meas un tammik !

Deuz da ober un dro danz, re ke ke, etc.
Ni 'zisko did ar c'hadanz.

Kemenerik, kemener, re ke ke, etc.
Dilun, dimeurz, dimerc'her.

Kemenerik, te 'zo laër, re ke ke, etc.
Dilun, dimeurz, dimerc'her.

Deuz da laëres ur wes-all, re ke ke, etc.
Deuz, koz kemenerik fall.

Ni a ziskoï did ur bal, re ke ke, etc.
'Lakaï da gein da strakall ;

'Lakaï da gein da strakall, re ke ke, etc.
Arc'hant korik tra na dal.

En ti Iannik ann Trevou, re ke ke, etc.
Ni euz rostet hon c'harnou ;

Ni euz rostet hon c'harnou, re ke ke, etc.
Ha gret foar gant he boudou !

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes