Paroles de la chanson Ar c'hont a Weto (Le comte de Weto) par Chansons Bretonnes
Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Ar c'hont a Weto (Le comte de Weto)"
Proposer une correction des paroles de "Ar c'hont a Weto (Le comte de Weto)"
Paroles de la chanson Ar c'hont a Weto (Le comte de Weto) par Chansons Bretonnes
Pa oa ar C'hont yaouank o vont deus an arme
Klevas ur verjerenn o kanañ er menez (bis)
- Laret din, berjerenn, da biv ec'h eo ar son
A ganec'h bremañ-zonn ?
- Tevet, eme'i, aotrou, na n'en em jenet ket
Na n'eo ket deoc'h ar son a ganen bremañ-zonn
Na n'eo d'an dimezell deus ar gêr a Weto
Larer zo dispaket un daou pe dri deiz zo
Larer zo dispaket un daou deiz zo pe dri :
Erru ar c'hont en kêr evit he c'heureujiñ
'N'hini gozh a lare en kampr he merc'h henañ :
"Aotrou Doue ! ma merc'h, para vo graet bremañ ?
Aotrou Doue ! ma merc'h, para a vezo graet ?

Erru ar c'hont en kêr ma ve'et eureujet
- Dalet eta, ma mamm, dalet ma alc'houezioù
Hag it-hu d'am c'hambr wenn davet braoarioù
Ha degaset ganeoc'h un abit inkarnal
Hag un abit satin da lakaat war he var
Ha degaset ganeoc'h ma dantelez arc'hant
Evit lakaat d'am c'hoar a zo ur plac'hig koant :
Prezantet hi d'ar c'hont, pa antreo er gambr
Pa antreo er gambr
- Salud deoc'h, dimezell, dimezell a liv goant,
Gant hoc'h abit inkarnal, ho tantelezh arc'hant
Mes ann-obsant miz oc'h n'a ken koantik stipet
N'eo ket c'hwi an hini a oa din-me dimezet

N'en eo ho c'hoar henañ : pelec'h ec'h eo hi aet ?
En bev pe en marv me renko hen c'havet
Me renko hen c'havet"
'N 'hini gozh a lare en kambr he merc'h henañ :
- Aotrou Doue ! ma merc'h, para vo graet bremañ ?
Aotrou Doue ! ma merc'h, penaos a vezo graet ?
Erru ho c'hoar e gêr gant ar c'hont refuzet

Gant ar c'hont refuzet
- Dalet eta ; ma mamm, dalet ma alc'houezioù
Hag it-hu d'am c'hambr wenn da wit braoarioù

Da wit braoarioù ;

Ha degaset ganeoc'h ma senturen gaerañ
'Vit ma vin mistr ha moan da vonet dirazañ
Ha degaset ganeoc'h na ma c'hoef-noz ivez
Rak me a oar ervat a gollin ma buhez
"Salud deoc'h, dimezell, dimezell a liv bal,
Gant ho tantelezh arc'hant, hoc'h abit inkarnal :
Dindan an traoù kaer-se c'hwi a doug ar glac'har
C'hwi a doug ar glac'har
Ma spered a lar din, p'ho kwelan o kerzhet ,
Ac'h eus ganet ur mab pe ur verc'h bennaket
- Ha pa venn dispennet evel amann rouzet
Biskoazh na merc'h na mab, aotrou, n'am eus ganet
- Alo ! ma sonerien, sonet dimp ur son c'he
Ma welin an demarch deus ar feumeulenn-se"
Hag hen lakaet he dorn neuze war hi feutrin
Ken a deuas al laezh deus he robenn satin
"Alo ! ma sonerien, sonet bremañ kañvoù :
Setu intañv dija ar c'hont eus a Weto
D'an oad a driwec'h vloaz ma mestrez a varvo
Ma mestrez a varvo
Gall e rez be'añ laret oa me a oa e dad :
Na n'on ket ur fripon nag ur c'hokin bennak :
Ha leveret d'he mamm c'hastañ donet amañ
War-benn ma vo erru vo he gwad o yenañ"
Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)