Paroles de la chanson Ar Chouanted (Les Chouans) par Chansons Bretonnes
Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Ar Chouanted (Les Chouans)"
Proposer une correction des paroles de "Ar Chouanted (Les Chouans)"
Paroles de la chanson Ar Chouanted (Les Chouans) par Chansons Bretonnes
Ar re gozh hag ar merc'hed hag ar baotred vihan,
Ha re pere n'int ket gouest da vonet d'an emgann,
A laro en o zier, a-barzh mont da gousket,
Ur pater hag un ave evit ar Chouanted.
Ar Chouanted zo tud vat, i zo gwir gristenien,
Savet da zifenn hon bro koulz el hon beleien ;
Mar skoont war tal ho tor, m'ho ped, digoret d'e
Doue el-se, ma zud vat, digori deoc'h, un deiz.
Julian blev-ruz a lare d'e vamm gozh ur mintin :
- Me ya-me gant Tinteniag, pa monet a blij din.
- Da daou vreur 'deus me losket, ha te me losk ivez
Mes mar plij dit de vonet, ra da renay Doue !-

Pa zeue ar Chouanted, eus a bep korn a Vreizh,
A Dreger hag a Gernev, hag a Wened e-leizh,
Ar re c'hlas degouezh gante, e maner Koatlogen,
Eus a goste'où Bro-C'hall, tri mil en ur vandenn.
- Setu an eur o seniñ, setu an eur sonet,
Ma emgamfimp, ur wech all, gant ar c'hozh soudarded.
Bec'h warnezhoc'h, paotred a Vreizh, bec'h warnezhoc'h, ha gwelomp !
Mar 'mañ 'n Diaoul en-tu gante, 'mañ Doue en tu ganeomp !-
Ha pa oant deut da gregiñ, eñ darc'he el un oac'h
Gante bep a vuzuilh vat, gantañ 'met e benn-bazh,

E benn-bazh, hag e chapled eus a Santez-Anna,
Ha kement a dostae, a oa pilet gantañ.
Ha toullet-kaer oa e dog, ha toullet e chupenn,
Ha lod eus e vlev troc'het gant un taol a sabrenn,
Hag ar gwad a zivere dimeus toull e gostez
Ha n'arzave o tarc'hout, hag ouzhpenn e kane.
Ken n'hen gwelas ket mui tamm, hag hen gwelas en-dro,
Hag hen tennet a gostez dindan ur we'enn derv,
O ouelañ leizh e galon, chouket gantañ e benn,
An Aotrou Tinteniag paour a-dreuz war e varlenn.
Ha p'achue an emgann war-dro an nozvezh,
Chouanted a zidoste, re yaouank ha re gozh,
Hag a denne o zokoù, hag a lare el-se :

- Setu 'mañ goune'et ganeomp, hag hen, siwazh, marv eo ! -
Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)