Paroles de la chanson Ar miliner laer (Le meunier voleur) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Ar miliner laer (Le meunier voleur)"

Paroles de la chanson Ar miliner laer (Le meunier voleur) par Chansons Bretonnes

Ma mamm, roit din ma dañjerig
Ba' garnizon Lannuon } (bis)
Rak me zo 'vonet d'ar vilin
Ba' garnizon, zigidañdoñ
Ba' garnizon Lannuon } (bis)

Ho tañjerig, c'hwi n'ho-po ket
Ba' garnizon...
Ha d'ar vilin c'hwi n'an it ket
Ba' garnizon, ...

Ma mamm, roit din pe ne roit ket
Rak d'ar vilin eo ret monet

Rak me a glev ar sonerien
War pont ar vilin o seniñ

Rak me glev an talabarder
'Mañ o seniñ war ar chaoser

Rak me a glev ar ganerien
O kanañ war ar wenojenn

Hag aet eo Mari d'ar vilin
Tapet 'deus he c'hoef mousselin

He c'hoef mous'lin, he botoù laer
Evit plijet d'ar miliner

Toull ar vilin pa oa arruet
Ar miliner a oa kousket

"Savit alese, miliner
'Valañ ma sac'had, 'tont d'ar gêr

P'tra zo ganeoc'h 'barzh ho sac'had,
'Out war ar maez ken diwezhat ?

- Kerc'h ha segal ha gwinizh du
P'emañ ho milin war he zu

Pe war he zu pe n'emañ ket
Bremañ-souden e vo lakaet"

Ha dre ma'z ae ar greun er gerl
Ar miliner a boke ferm

Ha dre ma'z ae ar brenn er brank
Ar miliner a boke stank

Ha dre ma'z ae ar bleud er sac'h
Ar miliner 'oa mestr war 'r plac'h

"Hola, hola, milinaer laer
Torret 'peus din las ma dañjer !

N'eus ket ken 'met bandenn ma brozh
Da dorrañ 'r bec'h diwar ma c'hof

- Ma vez torret, torret e vo
Kemenerien 'walc'h zo er vro

Kemenerien 'walc'h zo er vro
C'hwi a glasko, me a baeo

Warc'hoaz me 'yae d'ar foar Rostren
Da brenañ deoc'h 'n davañjer gwenn

Me 'yae da foar Sant Nikolaz
Da brenañ deoc'h 'n davañjer glas"

Ha seiteg deiz ha triwec'h miz
Oa bet an aotrou ba' Pariz

Ha bremañ pa distroet er gêr
Oa chañchamant 'barzh ar maner

Chañchamant zo 'vit ar momant
"Ha ma intron, na p'lec'h emañ ?

- Mañ 'barzh he c'hambr an uhellañ
'Tommañ he mab an terruplañ"

Ur paotr bihan glas e lagad
Ne oarer ket piv eo e dad

Ne oarer ket piv eo e dad
Ar miliner a oar se mat

"Boñjour deoc'h-c'hwi, miliner laer !
Me zo deuet da glask da gomper

- O, da gomper, me n'en ye ket
Rak ma milin zo 'valañ bleud

Rak ma milin zo war rod vat
Ha doan 'm eus e vije torret

- Me ouie 'walc'h, miliner laer,
Vijez ket bet tad na gomper

Distroit 'ta miliner laer
Pe 'ye ma botez-koad 'n ho revr !"

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes