Paroles de la chanson Ar plac'hig hag ene he mamm (La jeune fille et l'âme de sa mère) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Ar plac'hig hag ene he mamm (La jeune fille et l'âme de sa mère)"

Paroles de la chanson Ar plac'hig hag ene he mamm (La jeune fille et l'âme de sa mère) par Chansons Bretonnes

Ur plac'hig eus a barrez Blan.
'Deus goulennet gwelet he mamm;

Gwelet he mamm ha komz outi,
Gant ar c'heuz bras he doa dezhi.

Monet 'ra da gaout ar person,
'Vit kontañ dezhañ he rezon:

- Ya, ma merc'h, komz ganti 'refet,
Mar graet 'vel ma vo deoc'h laret:

E-pad teir noz, a-c'houde koan,
Yefet d'an iliz ho-unan;

Kas ganeoc'h tri davanjer de'hi,
Da lakaat war 'r bez da bediñ. -

Pa wel alumiñ goulou-glas,
Barzh an tu-dehou d'an aoter-bras,

Ez ya barzh ar govezion,
Kelennet mat gant ar person,

Nag evit gwelet an anaon,
Oc'h ober tro 'r procession.

Asedet oant 'tre teir vandenn,
Re-du ha re-c'hris ha re-wenn.

Touez ar re-du ez oa he mamm,
Oh! Doue, pebezh da estlamm!

P'ho doa graet an dro en antier,
Ez ya da gaout he tavañjer;

Ez ya da gaout he tavañjer,
Hag hen laka 'tre nav chantier.

En noz war-lerc'h, p'oa debret koan,
'Z ya arre d'an iliz hec'h-unan ;

Kas an eil tavañjer ganti,
Da lakaat war 'r bez, da bediñ.

Pa wel alumiñ goulou-glas
Barzh an tu-dehou d'an aoter-vras,

Ez ya barzh ar govezion,
Kelennet-mat gant ar person,

Nag evit gwelet an anaon
Oc'h ober tro 'r procession.

Asedet oant 'tre teir vandenn,
Re-du ha re-c'hris ha re-wenn.

Touez ar re-c'hris ez oa he mamm.
Na oa ket ker-bras he estlamm.

Pa doa graet an dro en antier,
Ez ya da gaout he tavañjer;

Ez ya da gaout he tavañjer,
Hag hen laka 'tre c'hwec'h kartier.

Ur c'hoar dimezet doa 'r plac'h-se,
Hag a wilioudas en noz-se.

Da derc'hel ' r bugel eo klasket,
Ha prest he deus laret monet.

Pa 'z ya 'r bugel d' vezañ badeet
Eus ar beleg deus goulennet,

Deus ar beleg deus goulennet,
M' vije 'n anv d'he mamm lakaet:

- Ker lies gwech ha m'hen gwelin,
Dont a rai sonj eus ma mamm din.

Pa 'z eo ar bugel badezet,
Neuze kerkent eo bet marvet;

Neuze kerkent eo bet marvet,
D'hen veilh' hi a zo bet chomet.

Pa 'z eo ar bugel douaret,
Da gaout ar person hi 'zo aet;

Mont a ra da gaout ar person,.
'Vit kontañ dezhañ he rezon.

- Ya, ma merc'h, komz ganti refet,
Mar graet 'vel ma vo deoc'h laret. -

Ar plac'h, pa oa debret he c'hoan,
Ez ya d'ar vered hec'h-unan,

Kas 'n drivet tavañjer ganti,
D' lakaat war ar bez da bediñ.

Pa wel alumi goulou-glas,
Barzh an tu-dehou d'an aoter-vras,

Ez ya barzh ar govezion,
Kelennet-mat gant ar person,

Nag evit gwelet an anaon,
Oc'h ober tro 'r prosession,

Asedet etre teir vandenn,
Re-du ha re-c'hris ha re-wenn.

Touez ar re-wenn he mamm a oa,
Dimeus estlamm, deuet da joa!

Pa doa graet an dro en antier,
Ez ya da gaout he tavañjer;

Ez ya da gaout hi davañjer,
Hag hen laka 'tre tri c'hartier.

Da gaout he merc'h ar vamm zo aet,
Ha 'vel-hen dezhi deus laret:

Un taol-mat ez eo bet dit-te
Pa n' 'm eus da ziframmet ivez;

Pa n' 'm eus da ziframmet en bev,
'Vel ma renn d'an tavañjeroù!

Te greske ma foanioù bemdez,
Gant ar glac'har a raez din-me!

Ur bugel a t'eus bet dalc'het,
Em anv a t'eus-han lakaet;

Em anv a t'eus-han lakaet,
Hennezh hen eus ma sikouret.

Me ya bremañ d' welet Doue,
'Fe a deui ivez hepdale! -

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes