Paroles de la chanson Ar Rosmadek ha Baron Huet (Rosmadec et le Baron Huet) par Chansons Bretonnes

Ar Rosmadek ha Baron Huet (Rosmadec et le Baron Huet) Traduction française
Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Ar Rosmadek ha Baron Huet (Rosmadec et le Baron Huet)"

Paroles de la chanson Ar Rosmadek ha Baron Huet (Rosmadec et le Baron Huet) par Chansons Bretonnes

Baron Huët a lavare
Da Rosmadek, un dez a oe :
- Eomp-ni hon daou d'ann oferenn,
Wit torri ar gwall-blanedenn. -

'N aotro Rosmadek a lare
Da varon Huët en de-se :
- Et d'ann ofern nep a garo,
Eomp-ni da c'hoari 'r c'hlezeio !

Eomp-ni da c'hoari 'r c'hlezeio,
Ann nep a gollo a gollo :
Ann nep a gollo a gollo,
Nep a c'honeo, 'c'honeo ! -

Na ter-heur anter ez int bet
'C'hoari ar c'hleze ar fleuret ;
'Benn ma oa peder heur zonet,
Baron Huët a oa lazet.

Baron Huët a lavare
Da Willaou 'r Belek en de-se :
- Et-c'hui d'ar ger, Gwillaou 'r Belek,
Ha kasset gant-oc'h ma ronsed :

Ha laret 'vinn et da Baris,
'Wit saludin ar roue Loïz,
Prenet ganin un inkane,
Kalonik ma marc'h 'oa re-ge. -

Ar Varones a lavare
Euz frennestr hi c'hambr en de-se :
- Petra newez 'zu en ti-ma,
Ma kreen ma c'hastel er giz-ma?

Petra zu 'n ti a neweïo,
Ma kreen ma c'hastel krec'h-a-traon ? -
Ur vates vihan 'oa en ti
Pell-amzer zo o serviji,

Hag a lavaras d'hi mestres :
- Un dra bennak 'zo a newez,
Me well o tont Gwillaou 'r Belek,
Ma mestr ar Baron n'welann ket. -

Ar Varones, vel ma klewas,
Gant ar vinz d'ann traon 'ziskennas;
Gant 'r vinz d'ann traon eo diskennet,
Da Willaou 'r Belek deuz laret :

- Gwillaou 'r Belek, d'in me laret,
Ho mestr 'r Baron pelec'h eo et ?
Gwillaou ar Belek 'lavaras
D'ar Varones, vel m'hi c'hlewas :

- Ma mestr a zo et da Baris,
Da saludin ar roue Loïz,
Prenet gant-han un inkane,
Kalonik he varc'h 'oa re-ge. -

Ar Varones a lavare
Da Willaou 'r Belek, p'hen klewe :
- Gwillaou 'r Belek, mar am c'haret,
Ar wirionez d'in a larfet;

Laret-c'hui d'in ar wirionez,
Me breno d'ac'h 'n habit-newez;
'N habit-newez gant passamant,
A vo brao da un den iaouank. -

Gwillaou 'r Belek a lavaras
D'ar Varones, 'vel m'hi c'hlewas :
- Itron Varia ann Drindet,
Nac'h a ous-oc'h na hellann ket :

Nac'h a ous-oc'h na hellann ket
Ma mestr ar Baron ' zo lazet;
Ma mestr ar Baron ' zo lazet,
Na gant ann trubart Rosmadek ! -

Ar Varones, vel ma klewas,
Ter gwes d'ann douar a gouezaz;
Ter gwes d'ann douar eo kouezet,
'R Baron iaouauk 'n euz hi zavet ;

- Tawet, ma mamm, na oelet ket,
Revanj ma zad n' vo ket kollet ;
Mar chomann-me da dont en oad,
Me 'mo revanj maro ma zad ! -

Ar Baron iaouank a lare
Da Willaou 'r Belek un dez oe :
- Tennet ma c'hezek 'ar marchosi,
Laket war-n-he tapisiri ;

Laket war-n-he tapisiri,
Monet hep dale a fell d'in,
Monet hep dale a fell d'in
Da welet Rosmadek d'he di. -

Ar Baron iaouank a lare
En maner Derleu p'arrue :
- Demad ha joa holl en ti-ma,
Ar Rosmadek pelec'h ema? -

Rosmadek evel ma klewas
He benn er frennestr a voutas;
He benn er frennestr 'n euz boutet,
D'ar Baron iaouank 'n euz laret :

- Et-c'hui d'ar ger, ma Baron mad,
Ken a vefet arru en oad,
Rag truez vraz 've, a gavan,
Ho lemel a vuhez breman ! -

Ar baron iaouank a laras
Da Rosmadek, vel ma klewas :
- Eomp da c'hoari 'r c'hlezeïo
Pe me lakaï 'n tan 'n es holl vado,

A weli 'n-ez-he o leski,
Ha te 'vo dewet koulz ha hi ! -

Ar Rosmadek, pa 'n euz klewet,
Gant 'r vinz d'ann traon zo diskennet ;
Gant 'r vinz d'ann traon eo diskennet
Da c'hoari 'r c'hleze int bet et.

Diou-heur hag anter ez int het
O c'hoari 'r c'hleze ar fleuret ;
O c'hoari 'r c'hleze ar fleuret,
Rosmadek a zo bet lazet.

Pa 'z ee ar Baron gant ar ru,
A krene ann dut en daou-du;
'Krene ann dut en daou goste :
- Hema 'oar c'hoari ar c'hleze ! -

Ar Baron iaouank a lare
Er ger d'he vamm, pa arrue :
- Dalet, ma mamm, kleze ma zad,
Me 'm euz-han gwalc'het en he wad !

Me 'm euz laket he benn d'ann traon,
D'ar vugale d' c'hoari c'hillaou !
Laret 'm oa d'ac'h, assuret mad,
'M bije revanch maro ma zad ! -

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes