Paroles de la chanson Baron Jaouioz (Le baron de Jauioz) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Baron Jaouioz (Le baron de Jauioz)"

Paroles de la chanson Baron Jaouioz (Le baron de Jauioz) par Chansons Bretonnes

Pa oan er stêr gant va dilhad (bis)
Me gleve 'n evn-glot huanat (bis)

"Tinaig mat, ne ouzoc'h ket ?
D'ar baron Jaouioz oc'h gwerzhet

- Gwir eo, ma mamm, pezh 'm eus klevet ?
Ha da Jaouioz kozh on gwerzhet ?

- Ma merc'hig paour, ne ouzon ket
Digant ho tad her goulennet

- Ma zadig, din-me leveret,
Ha da Loeiz Jaouioz on gwerzhet ?

- Ma merc'hig ker, ne ouzon ket,
Digant ho preur her goulennet

- Ma breur Lannig, din leveret,
Ha d'an aotrou-se on gwerzhet ?

- Ya ! d'ar baron c'hwi zo gwerzhet
Ha mont kuit timat a zo ret

Ha mont kuit hepdale zo ret
Ho kwerzh a zo digemeret

Hanter-kant skoed en arc'hant gwenn
Ha kemend-all en aour melen

- Ma mammig, din-me leveret,
Pe re dilhad a vo gwisket ?

Va brozh ruz, pe va brozh gloan wenn,
Hag he deus graet va c'hoar Elen ?

Va brozhig wenn, pe va brozh ruz
Ha va c'horfkennig voulouz du ?

- Gwisket an dilhad a gerfet
Va merc'h, kement-se na vern ket

Ur marc'h du zo e toull an nor
O c'hortoz an noz da zigor

O c'hortoz da zigor an noz
Ur marc'h sternet ouzh ho kortoz"

Ne oa ket aet pell eus ar gêr
Pa glevas o son ar c'hleier

Neuze 'n em lakaas da ouelañ
"Kenavo dit, santez Anna

Kenavo deoc'h, kleier va bro,
Kleier va farrez, kenavo !"

Pa dremenas lenn an Anken
Tud varv welas, ur vandenn

Gwelas tud varv, ur vandenn,
E lestrigoù, gwisket e gwenn

Gwelas tud varv ken-ha-ken
Rez he c'halon strake he dent

Pa dremenas traoñioù ar Gwad
O gwelas d'he heul o lampat

Kement he devoa kalonad
Ken a serras he daoulagad

Kement he devoa kalonad
Ken a gollas he skiant-vat

"Tapet ur gador, hag aze'et
O c'hortoz vo dare ar boued"

An aotrou oa e-tal an tan
Hag eñ ken du evel ur vran

E varv hag e vlev gwenn-kann
He zaoulagad 'vel daou skod-tan

"Setu amañ ur femelenn
Emaon pell zo oc'h hi goulenn

Deomp-ni, va merc'h, war ma brizoù
Deomp-ni da ober va rannoù

A gambr e gambr deut-hu, va c'hoant,
Da gontañ 'n aour hag an arc'hant

- Gwell ve din bout e ti va mamm
Da gontañ 'r skolp da daol en tan

- Deut-hu ganin d'an traoñ d'ar sel
Da dañva gwin ker c'hwek ha mel

- Gwell ve din evañ dour ar prad
Dimeus a ev roñsed va zad

- Deut-hu ganin a stal da stal
Da brenañ 'r pawisk da vragal

- Gwell ve din-me ur vrozh liennet
Mar va mamm he defe he graet

- Deomp-ni bremañ d'ar gwiskiri
Klask brodoù da lakaat enni

- Gwell ve din an nac'henenn wenn
A c'houri'e din va c'hoar Elen

- Hervez ar c'homzoù a lâret
Aon am eus n'am c'haret ket

Me gar ve bet ur gor em zeod
En amzer emaon bet ker sot

'M eus bet ker sot eus da brenañ
Pa 'n em frealzez gant netra"

" Diwar ho nij, evnigoù kaezh,
Me ho ped da selaou va mouezh

C'hwi ya d'ar gêr, me ned an ket,
C'hwi zo laouen, me glac'haret

Va gourc'hemennoù a rofet
D'am holl vroiz, pa ho gwellfet

D'ar vammig he deus va ganet
Ha d'an tad en deus va maget

D'ar vammig he deus va ganet
D'ar beleg kozh 'neus va bade'et

Kenavo d'an holl a larfet
Ha d'am breur emañ pardonet"

En daou pe dri miz goude-se
A oa he zud en o gwele

En o gwele, ha kousket dous,
En-dro dimeus a hanteznoz

Na diabarzh, na maez, neb trouz
Toull an nor klevjont ur vouezh dous

"Va zad, va mamm, en an' Doue,
Lakaet pediñ evidon-me

Pedet ivez, ha graet va c'hañv :
Emañ ho merc'h war ar vazh-kañv"

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes