Paroles de la chanson Bleunioù Mae (Les fleurs de mai) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Bleunioù Mae (Les fleurs de mai)"

Paroles de la chanson Bleunioù Mae (Les fleurs de mai) par Chansons Bretonnes

Neb a wele Jeff àr an aod,
Drant he lagad, ruz he divjod :

Neb a wele Jeff er Pardon,
A deue joa en e galon.

Neb he gwele àr he gwele,
Gant truez outi a oele.

Gant truez deus ar plac'hik klañv ;
Ker gwenn evel ul lilienn hañv.

Hi lare d'he mignonezed
War bankig he gwele chouket:

- Mignonezed, ma em c'haret,
En an' Doue, na oeulet ket ;

C'hwi oar avat, mervel zo ret :
Doue war ar groaz en deus graet.-

P'az is d'ar feunteun davit dour
An eostik-noz a gane flour :

- 'Mañ ar miz mae o vont e-biou.
Gant ar bleunioù war ar c'hleuzioù :

Eürus eo an dud yaouank-se
Hag a varv en amzer nevez !

Evel ar rozenn deus ar brank,
E tisparti an dud yaouank ;

Re 'ne a rei a-raok eizhtez,
E vo roet d'e bleunioù nevez ;

Hag int deus a-greiz, d'ar baroz,
'Vel bivig-doue, deus ar roz.-

- Jeffik, Jeffik, ne ouzoc'h ket
Pezh en deus an eostig laret :

'Mañ ar miz mae o vont e-biou,
«Gant ar bleunioù war ar c'hleuzioù. »

Ar plac'hig dal' m'he deus klevet,
He daouarn e kroaz 'deus lakaet :

- Me laro un Ave Maria
En ho enor, itron Varia,

Ma plijo gant ho mab Doue,
Da gaout dioun-me truez -,

Ma 'z in, bremaik, da c'hortoz
Va mignonezed er baroz.-

Oa ket he Ave achuet
Stouiñ he fenn hi he deus graet ;

Stouiñ he fenn hi he deus graet,
He daoulagad he deus serret.

Neuze oe klevet an eostig,
O kanañ c'hoazh el liorzhig

«Eürus eo an dud yaouank-se
Hag a varv en amzer nevez !

Eürus eo an dud yaouank-se
A ve roet d'e bleunioù nevez ! »

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes