Paroles de la chanson Boked eured (Le bouquet de mariage) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Boked eured (Le bouquet de mariage)"

Paroles de la chanson Boked eured (Le bouquet de mariage) par Chansons Bretonnes

Dont a ran da c'houlenn eskuz diganeoc'h, kompagnunez
Evit ma kanin ar Boked, ma vefemp holl asamblez

Mar plij ganeoc'h dont d'am selaou en enor da zaou zen yaouank
Hag a vo eureujet hiziv ouzh taol sakr ar sakramant

Eizh deiz zo tremenet a-boan 'baoe oc'h avertiset
Evit dont tre betek amañ da gemer perzh en eured

Pa oa nav eur hanter o son, ar wreg yaouank oa gwisket
Evit dont betek an iliz, evit bezañ eureujet

Ar paotr-enor, ar plac'h-enor oa eno e-kreiz an ti
P'o devoe graet o c'homplimant e voent prest d'o c'honduiñ

Met houmañ oa ur plac'hig fur, hag ur plac'hig savet mat,
Ha 'deus astennet he fazioù evit mont betek he zad

Distreiñ a ra war-du he mamm pehini deus he ganet
A zo bet e-riskl he buhez evit he lakaat er bed

Reiñ 'ra dezhi he briata an dour en he daoulagad
"Petra dalv din-me skuilh daeroù, pa renkan-me ho kuitaat

Rak ma 'z on choazet gant Doue, evit chañch pozision,
O vont da guitaat va zud kaezh eo glac'haret va c'halon

Dont 'ran da larout kenavo, maez eus ti va mamm, va zad,
Lec'h on bet maget dizoursi hag ivez bet savet-mat

Plijout 'rae din va liberte, evit redek d'an dañsoù
Met bremañ renkin dilezel va holl akeustumañsoù

Bremañ chomin gant va labour, dilezet an dañsoù-se
Me a bedo an dud da vont holl bremañ da di Doue"

Dre ar parkoù hag ar prajoù e vez gwelet ar seblant ;
An holl guitaefent o labour 'vit dont d'ho kwel, plac'h yaouank

Rak hiziv barzh ar gêrig-mañ e vo roet ar boked
D'ar verc'h henañ eus an ti-mañ evit bezañ eureujet

Hetañ a ran deoc'h ar yec'hed hag ivez prosperite
Chañs vat deoc'h e-barzh ho menaj hag unvaniezh ivez

Hag a-raok echuiñ ar son, goulennit 'ta karantez
Evit an daou zen yaouank-mañ 'pad ar rest eus o buhez

Nemet pa zeuio ar marv da lakaat fin d'ho puhez
Gloar ha boneur, chañs hir-badus, e-pad an eternite

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes