Paroles de la chanson Brec'hedig par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Brec'hedig"

Paroles de la chanson Brec'hedig par Chansons Bretonnes

Ken sot e kavan 'n den yaouank
A soñj da zimeziñ, o
A soñj da zimeziñ
Gant ur femelenn goant, o
Ma 'n ve sur anezhi
Gant ur femelenn goant, o
Ma 'n ve sur anezhi

Rak evidon-me m'eus karet
Tamm ebet nen don bet gwell, o
Me zo bet re fidel, o
Hag ez an da vervel

Konsolit me Brec'hedig
Rak ez an da vervel, o
"Peseurt koñsolañsoù, o
Am eus da reiñ dit ?

N'on ket me ho kwir vignonez
An hini zo fidel dit, o
Kerzh da wel' da vestrez, o
Ha goulenn ganti da zimi"

Bet on bet d'her goulenn ganti
Ha lâret he deus din, o
"N'eo ket va santimant, o
Ar bloaz-mañ da zimi

Me ne c'hellan ket dimeziñ
Hep avi va mamm, o
Hep avi va zad, o
Hep avi ma c'hoar

- Ho tad zo va mignon fidel
Sur 'walc'h e vo kontant, o
Va dous Brec'hedig koant, o
'Vin-me ho servijer

- Etre ho ti ha va hini
Eo savet daou voked, o
Unan anezho a ra mat, o
Hag an all ne ra ket

Va boked 'n hini a ra mat
Hag hoc'h hini ne ra ket, o
An traoù-se a ziskouez, o
Penaos n'emp garomp ket"

Setu penaos me m'eus karet
Tamm 'bet nen don bet gwell, o
Me zo bet re fidel, o
Hag ez an da vervel

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes