Paroles de la chanson Bugel al Laoureg (L'enfant du Lépreux) par Chansons Bretonnes

Bugel al Laoureg (L'enfant du Lépreux) Traduction française
Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Bugel al Laoureg (L'enfant du Lépreux)"

Paroles de la chanson Bugel al Laoureg (L'enfant du Lépreux) par Chansons Bretonnes

'Nn hini 'n euz c'hoant kavet truez
It dilun d'ar C'hastel-nevez,

Hag ' welo krougan ha leski
Braoa graeg iaouank ' zo en-hi ;

Braoa groeg iaouank ' zo en-hi,
Plac'h ar merer a Lezhildri,

'Zo kavet 'r bugel 'n hi gwele,
Ur gontel-noaz en he goste ;

Hag a zo d’ez-hi tamalet,
Koulzgoude 'lar n'eo ket kiriek.

Ar bugelik pemp bloaz 'lare
Diouz ar ger pa zortie :

- Na euz bugel war ann douar
'N euz kement ha me a c'hlac'har !

Ma mamm 'vo krouget ha dewet,
Ha ma zadik paour 'zo laouret! -

Ar bugelik paour a lare
D'ar Senechal-braz en de-se :

-Aotro 'r Senechal, m' am c'haret,
Ma mammik paour d'in a rofet ;

Ma mammik paour d'in a rofet,
Me varwo wit-hi, mar be red. -

Ar Senechal braz a lare
D'ar bugelik pemp bloaz neuze :

-N'eo ket arru ann amzer-ze
Ma varw ann eil 'wit egile. -

Ar vroegik paour a lavare
D'hi bugelik pemp bloaz neuze :

-Ma bugel paour, kerz al lec'h-se,
Me ' digwezo d'ar ger bars tri de! -

Ar bugel pemp bloaz a lare
Bars ar ger na pa zigwese :

- Na euz bugel war ann douar
'N euz kement ha me a c'hlac'har ;

Ma mamm ' zo krouget ha dewet,
Ha ma zad paour a zo laouret ;

Ur breurik 'm euz war ar menez,
Savet d'ez-han un ti-newez;

Un ti-newez, liouet en gwenn,
Vel ma ve savet d'al laourienn. -

Ar bugel pemp bloaz a lare,
Euz ar ger na pa zortie :

- Me ' ia d' ganna d'am zad hi rochet,
Tri bloaz ' zo na eo bet kannet;

Tri bloaz ' zo na eo bet kannet,
Dindann-han me gred eo breignet. -

Ar bugel pemp bloaz a lare,
'Tal dor he dad pa arrue :

- Ma zadik paour, d'in-me laret,
Ha me gannfe dec'h ho rochet!

Tri bloaz ' zo na eo bet kannet,
Dindann-oc'h me gred eo breignet.

Hi zadik paour a c'houlenne
Euz ar bugel pemp bloaz neuze :

- Petra gant oc'h ' zo c'hoarvezet,
M'oc'h deut ker iaouank d'am gwelet ?

- Na euz bugel war ann douar
'N euz kement ha me a c'hlac'har ;

Ma rnamm ' zo krouget ha dewet,
Ha c'hui, ma zad, a zo laouret. -

- Na pez torfed a deuz-hi gret,
Ma 'z eo bet krouget ha dewet ? -

- Ur bugel 'zo kavet 'n hi gwele,
Ur gontel noaz en he goste;

Hag a zo d'ez-hi tamalet,
Koulsgoude na eo ket kiriek. -

Hi zadik paour a lavare
D'ar bugelik pemp bloaz neuze :

- Ma bugel keiz, kerz al lec'h-se,
Gant aoun n' laournfez dre doul 'nn alc'houez! -

'R bugel pemp bloaz, pa 'n euz klewet,
He benn er prennestr 'n euz boutet ;

He benn er prennestr 'n euz boutet,
Ho c'halon ho daou ' zo rannet !

Bennoz Doue war ho ine,
Et int ho daou dirag Doue!

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes