Paroles de la chanson Dalc'h soñj, o Breizh-Izel ! ( Souviens-toi, ô Bretagne ! ) par Chansons Bretonnes
Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Dalc'h soñj, o Breizh-Izel ! ( Souviens-toi, ô Bretagne ! )"
Proposer une correction des paroles de "Dalc'h soñj, o Breizh-Izel ! ( Souviens-toi, ô Bretagne ! )"
Paroles de la chanson Dalc'h soñj, o Breizh-Izel ! ( Souviens-toi, ô Bretagne ! ) par Chansons Bretonnes
Dalc'h soñj, o Breizh-Izel, eus an amzer
'Raok ma oas gwerzhet ha trec'het
Pa c'halle da vibien kerzhet seder
Sonn o fenn, dinec'h o spered
'Raok ma oas bet taolet, hep difenn ha paour,
Dindan seulioù pounner an Estren
Ha staget da viken ouzh e garroñs aour
Ouzh da dreid ken tener ur chadenn
Dalc'h soñj, o Breizh-Izel, eus ar re gozh
O deus luskellet da gavell
En pep traonienn ha war gribenn pep roz
E klevi o mouezh en avel
An avelioù a c'hwezh war da bleunennoù
A zoug eneoù ar Vretoned
Pere lavar dit bemdez en o c'hlemmoù :

Dalc'h soñj eus da amzer dremenet
Dalc'h soñj, o Breizh-Izel, eus ar Morvan
Eus Novenoë, mestr dispar,
Eus da Rouanez, eus ar Priñs Alan,
Eus ar Sent 'deus graet da zouar
Eus an Duked vat a c'houarnas ar vro
Hag eus anv an dud-a-vrezel
Eus Merdeidi ha Korserien Sant-Malo
A zougas dre ar bed da vanniel
Dalc'h soñj, o Breizh-Izel, eus ar varzhed
A ganas da yezh dudius
Bennozh dezho da yezh zo bev bepred
Bev ar brezhoneg enorus
Dalc'homp soñj, dalc'homp hon c'hentadoù
Ha n'eus forzh pegeit e padfe bro Arvor
Na zilezomp biken o roudoù

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)