Paroles de la chanson Dalit ho sac'h hag an eri ( Tenez votre sac et le lacet ) par Chansons Bretonnes
Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Dalit ho sac'h hag an eri ( Tenez votre sac et le lacet )"
Proposer une correction des paroles de "Dalit ho sac'h hag an eri ( Tenez votre sac et le lacet )"
Paroles de la chanson Dalit ho sac'h hag an eri ( Tenez votre sac et le lacet ) par Chansons Bretonnes
Deus ganin-me 'ta kamarad
Allon ma mignon, allon!
Deus ganin-me 'ta kamarad
Ez eomp da evañ boutailhad
Mar c'hez war varc'h, me c'hei war droad
Da gas d'hon dous un dra bennak
Ma gaso de'i evit prezant
Ur walenn aour pe un arch'ant
Ur walenn aour pe un arch'ant
Pe ur mouchouer lien Holland
Ar pevar c'horn vo fleuriset
Gant bokedi deus ar vered
Allon ma mignon, allon!
Deus ganin-me 'ta kamarad
Ez eomp da evañ boutailhad
Mar c'hez war varc'h, me c'hei war droad
Da gas d'hon dous un dra bennak
Ma gaso de'i evit prezant
Ur walenn aour pe un arch'ant
Ur walenn aour pe un arch'ant
Pe ur mouchouer lien Holland
Ar pevar c'horn vo fleuriset
Gant bokedi deus ar vered
Pe ur mouchouer lien Holland
A vo brodet gant neud arc'hant
Hanter-kant noz am eus kousket
E toull ho tor, na ouiec'h ket
Na oa netra am soulaje
Met alan diwar ho kwele
An alan diwar ho kwele
Teue din dre doull an alc'houez
Tri botoù-koad am eus uzet
Ma dousig koant, dont d'ho kwelet
'Mañ barzh ma zreid ar bevar't re
Ha c'hoazh n'am eus ket digarez
"Mar bez digarez faotfe deoc'h
Tostait amañ, me royo deoc'h
Dalit hoc'h eri hag ho sac'h
Setu aze digarez 'walc'h
Dalit ho sac'h hag an eri
Hag it diouzhtu 'maes eus ma zi
Teir gwenojenn zo penn ma zi
Kemer't unan hag it ganti
Kemeret an hini greishañ
Hounnezh ho kondu ar pellañ
Hounnezh kondu da di ho tad
Pehini 'n eus ho maget mat"
Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)