Paroles de la chanson Distro eus a Vro-Saoz ( Le retour d'Angleterre ) par Chansons Bretonnes
Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Distro eus a Vro-Saoz ( Le retour d'Angleterre )"
Proposer une correction des paroles de "Distro eus a Vro-Saoz ( Le retour d'Angleterre )"
Paroles de la chanson Distro eus a Vro-Saoz ( Le retour d'Angleterre ) par Chansons Bretonnes
Etre parrez Pouldergat ha parrez Plouare,
Ez eus tudjentil yaouank o sevel un arme
Evit monet d'ar brezel dindan mab an Dukez,
En deus dastumet kalz tud eus a bep korn a Vreizh;
Evit monet d'ar brezel dreist ar mor, da Vro-Saoz.
Me'm eus ma mab Silvestig emaint ouzh e c'hortoz;
Me'm eus ma mab Silvestig ha n'em eus nemetañ
A ya da heul ar strollad, gant marc'heien ar ban.
Un noz e oan em gwele, ne oan ket kousket mat,
Me gleve merc'hed Kerlaz a gane son ma mab;
Ha me sevel em c'hoazez raktal war ma gwele:
- Aotrou Doue! Silvestik, pelec'h out-de bremañ ?

Marteze emaout ouzhpenn tric'hant lev deus va zi
Pe taolet 'barzh ar mor bras d'ar pesket da zibriñ;
Mar keres be'añ chomet gant da vamm ha da dad,
Te vije bet dimezet bremañ, dimezet mat;
Te vije bet dimezet hag eureujed timat
D'ar bravañ plac'h eus ar vro, Mannaig Pouldergat
Da Vanna da zousik-koant, ha vijes ganeomp-ni
Ha gant da vugaligoù; trouz gante 'kreiz an ti.
Me am eus ur goulmig c'hlas e kichenig ma dor,
Hag hi e toull ar garrek war benn ar roz e gor;
Me stago deus he gouzoug, me stago ul lizhzer
Gant sei'enn va eured, ra zeui ma mab d'ar gêr.
- Sav alese, va c'houlmig, sav war da zivaskell
Da c'hout mar te a nijfe, mar te a nijfe pell;
Da c'hout mar te a nijfe gwall bell dreist ar mor bras,
Ha ouifes mard eo ma mab, ma mab er buhez c'hoazh ?
Da c'hout mar te a nijfe tre-betek an arme,
Ha gasfes eus va mab paour timat keloù din-me ?
- Setu koulmig c'hlas va mamm a gane 'kreiz ar c'hoad,
Me hi gwel erru d'ar gwern, me hi gwell o rezat.
- Eurvad deoc'h-hu, Sil-vestig, eurvad deoc'h, ha klevet:
Amañ em eus ul lizher zo ganin deoc'h kaset.
- 'Benn tri bloaz hag un devezh me erruo da vat,
Benn tri bloaz hag un devezh gant ma mamm ha ma zad .-

Achuet oa an daou vloaz, achuet oa an tri:
- Kenavo dit, Silvestig, ne n'az kwelin ket mui;
Mar kavfen da eskern paour taolet gant ar mare,
Oh ! me o dustumfe hag o briatefe.-
Ne oa ket e c'homz ganti, e c'homz peurlavaret,
Pa skoas ul lestr a Vreizh war an aot, eñ kollet,
Pa skoas ul lestr a vro penn-da-benn dispennet,
Kollet gantañ e roeñvoù hag e wernou bre'et.
Leun a oa a dud varv; den na oufe lavar,
Na gout pegeit zo amzer n'en deus gwelet an douar.
Ha Silvestig oa eno, hogen na mamm na tad:
Na mignon n'en doa, siwazh! karet e zaoulagad !
Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)