Paroles de la chanson Disul 'barzh an overn-bred ( Dimanche à la grand'messe ) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Disul 'barzh an overn-bred ( Dimanche à la grand'messe )"

Paroles de la chanson Disul 'barzh an overn-bred ( Dimanche à la grand'messe ) par Chansons Bretonnes

Disul, 'barzh an overn-bred,
Krenañ 'reas ma c'halon,
E klevet an ordonañs
Lennet gant ar person

E klevet an ordonañs
Lennet gant ar c'hure,
Oa ret d'ar baotred yaouank
Da servijiñ ar roue

Da servijiñ ar roue
Na da souten an armo
Na ma dousig Frañsizan
Er gêr ne rae 'met gouelo

Tevet, tevet, Frañsizan,
Tevet, na ouelet ket
Benn 'o daou pe lo tri bla,
Me teuy c'hoazh d'ho kwelet

Tremen reas an drivet bloaz
Nag ur bervet (1) ivez
Nag ar martolod yaouank
Ne zeuas tamm da vale

Ar plac'hig-se oa yaouank
A gave hir an amzer,
Ha 'n oa laket ba'n he soñj
Da zimeziñ 'darre

Dimezet hag eureujet
Ouzh an daol o koaniañ
Erru reas ur martolod
D'an ti da c'houl' lojañ.

"Demat-deoc'h, matezh vihan,
Na c'hwi ma lojefet ?
Me zo ur martolod yaouank
'Tistro deus an arme

- Salokras ! emezi
Amañ vit ket lojet
Amañ zo foulari vraz,
Ennañ zo noz un eured"

Ar martolod oa ur paotr fin ;
Gou't a reas an doare
'H eas da gaout an dantin gozh
'N ur gamprig a-gostez

"Demat deoc'h-hu, tantin gozh,
Na c'hwi ma lojefet ?
Me zo ur martolod yaouank,
Distro deus an arme

-Ya, zur, martolod yaouank,
Amañ viet lojet
'Samblez gant tud an eured,
Henoaz e koaniet"

N'oa ket debret mat o c'hoan
Gant ar rummad kentañ
'Hè (2) da c'houlenn ar c'hartoù
'Vit 'n em divertisañ

'Hè da c'houlenn ar c'hartoù
'Vit 'n em divertisañ
Peotramant ar plac'h eured
Da barlantiñ gantañ

"Demat deoc'h, plac'hig eured,
Na c'hwi a barlantfe
Gant ur martolod yaouank
'Tistreiñ deus an arme ?

- Ya sur, martolod yaouank
Sur me a barlanto,
Gant kement den a-feson
Ma vez din permetet

- Pelec'h 'mañ aet ho pizoù aour
Nag ho chadenn arc'hant,
Ar re am-oa roet deoc'h
Deus taol ar sakramant ?

Pelec'h 'mañ aet ho pizoù aour,
Nag ho tilhamañchou,
Ar re am-oa roet deoc'h,
Bremañ zo seiz vloaz 'zo ?"

Ar plac'h joentas he daou zorn,
Sellas 'trezek an neñv :
"Betek bremañ, ma Doue,
Me 'm-eus bevet dinec'h

Betek bremañ, ma Doue,
Na dinec'h me 'm-eus bevet
Na dec'h me oa intañvez,
Hirie 'm-eus daou bried"

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes