Paroles de la chanson Filhorez an Aotrou Gwesklen ( La filleule de Du Guesclin ) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Filhorez an Aotrou Gwesklen ( La filleule de Du Guesclin )"

Paroles de la chanson Filhorez an Aotrou Gwesklen ( La filleule de Du Guesclin ) par Chansons Bretonnes

An heol a bar, an deiz a darzh,
Glizh a luc'h war spern-gwenn ar c'harzh
Glizh a luc'h war spern-gwenn ar c'harzh

Garzh uhel Traoñgof ar gêr vras,
E-lec'h zo Saozon o ren c'hoazh.

Glizh a luc'h war vleuñ ar spernenn;
An heol, pa wel, a guzh e benn.

Glizh an neñv ned eo ket, avat:
Ned eo ken nemet glizh ar gwad

Gwad glan skuilhet gant Rojerson,
Gwasañ mab saoz a zo en traoñ.

- Mac'haridig, va merc'hig koant,
C'hwi zo buan, ha c'hwi zo drant,

C'hwi savo warc'hoazh beure-mat,
Da gas laezh d'an dud zo' varat.

- Va mammig mat, ma am c'haret,
D'ar varadeg n'am c'haset ket,

N'am c'haset ket d'ar varadeg:
C'hwi lakay an dud da zroug-pre'ek.

Lakaet da vont va c'hoar henañ,
Pe va c'hoar vihan Fransezañ;

Va mammig mat, ha me ho ped !
Gant Rojorson em on spiet.

- Be spiet gant neb a garo,
C'hwi zo pedet: c'hwi a yelo;

Sevel a reot kent hag an deiz
An aotrou vo en e wele.-

Mac'haridig a lavare
D'he zad ha d'he mamm, er beure

En he fodad laezh pa groge,
Mac'haridig a lavare:

- Kenavo, mamm, kenavo, tad,
N'ho kwelo mui va daoulagad;

Kenavo deoc'h va c'hoar henañ,
Ha deoc'h va c'hoarig Fransezañ.-

Hogen, pa oa ar plac'hig mat
O vont d'ar park e-biou ar c'hoad

Mistr ha mibin ha diarc'hen
Gant he fodad laezh war he fenn;

Rojorson, ouzh tour ar c'hastell,
Hi gwelas o tont eus a-bell:

- Dihun, va floc'h, ha sav timat,
Ma yemp-ni da hersal ur c'had;

Da hersal ur c'hadig penn-gwenn
Gant ur podad laezh war he fenn.-

Pa ae ar plac'h e-biou an doz
Oa an aotrou ouzh he gortoz.

Ouzh he gortoz e-tal ar pont,
Ken a lammas hi gant ar spont,

Gant ar spont p'he deus hen gwelet,
Hag he fodad laezh oa skuilhet.

Ar plac'hig paour, dal' ma welas
Da ouelañ druz en em lakaas

- Tevet, ma c'hoar, na ouelet ket,
Ur podad all a vo kavet;

Tostait, ha deomp-ni da leinañ,
Keit ha ma vezor d'he aozañ.

- Aotrou kaer, ho trugarekat,
Leinet am eus, ha leinet mat.

- Na deuit-hu neuze d'ar jardin,
Deuit-hu da gutuilh louzoù-fin

Deuit da gutuilh ur garlantez,
Da lakaat war ho podad laezh.

- Na zougan ket a vokedoù,
Evit ar bloaz am eus kanvoù.

- Deuit-hu neuze d'al liorzhoù,
Deuit da zebriñ sivi ruz-glaou.

- Da zebriñ sivi na in ket;
Dindan an delioù zo naered.

Me glev ar you er varadeg;
Hi a lavar on lezirek.

Hi a c'houl pelec'h on chomet
Gant va fodadig laezh kaoulet.

- Bremaik, c'hwi a yelo 'maez
Pa vo pare ho podad laezh.

Mac'haridig, 'maer war e lerc'h
Deomp-ni da welet d'al laezh-lec'h.-

Tre 'barzh ar c'hastell pa int aet,
Ar plac'hig he deus dridalet.

Ar plac'hig paour ker gwenn hag erc'h
Pa frammas an nor war he lerc'h

- Va c'haredig, na spontet ket,
Me na rin deoc'h-hu gaou ebet.

- Ma na gofiet ket ober gaou,
Perag a zeuit-hu da cheñch liv ?

- Mar da cheñch liv eo a ean,
Gant riv ar beure eo a ran.

- Gant ar riv, aotrou, ned eo ket,
Gant ar gwall-youl eo a c'hlazet.

- Sarret ho peg, plac'hig diot !
Deuit er frouezh-kel da zibab lod.-

Tre 'barzh ar frouezh-kel pa int eet,
Un aval he deus dibabet

- Aotrou Rojerson, me ho ped,
Ur gontell din-me a refet;

Ur gontell a refet din-me
Evit rac'hañ ma avalenn

- Mard eo ur gontell a c'houlet,
It d'ar gegin hag e kefet,

War an daol zerv eo lakaet
Vit ar beure 'mañ blerimet.-

Mac'haridig a lavare
D'ar c'heginour kozh, pa ae tre:

- Plijet ganeoc'h, keginour kaezh;
D'am lakaat kuit, d'am lakaat 'maez !

- Allas ! ma merc'h, ne c'hallan ket,
Pont ar c'hastell a zo savet !

- Ma c'houfe ar penn-grec'h-leon
Emaon dalc'het gant Rojerson

Ma c'houfe va zad-paeron mat,
Hen lakafe da redeg gwad.-

Ha Rojerson a c'houlenne
Gant he floc'h, ur pennad goude:

- Pelec'h e chom Marc'harit 'ta,
Pa na zeu ket en-dro amañ ?

- Er gegin e oa, n'eus ket pell,
En he dornig gwenn ur gontell;

Hag hi a gomze evel-se:
"Petra rin, Jezus, ma Doue ?

Ma Doue, din-me leveret,
Pe am lazhin, pe na rin ket ?

En abeg deoc'h, Gwerc'hez Vari.
Me a varvo gwerc'hez, hep si"

'Mañ-hi bremañ war he genou,
Gwad dindani a bouladoù;

Ar gontell vras en he c'halon,
Hag o c'hervel he zad-paeron:

- An aotrou Gwesklen, va faeron,
Hennezh a daero evidon !-

- Va floc'hig mat, na lavar ger;
Deus d'he drailhañ din 'n ur paner

Ha me yelo d'he c'has d'ar stêr,
Warc'hoazh da gan an alc'houeder.-

En distro dimeus an dour-red,
He zad-paeron en deus kavet,

Kavet 'neus an aotrou Gwesklen,
Hag eñ ker glas evel trechon

- Rojerson, din-me leveret,
Gant ho paner pelec'h oc'h bet?

- Bet on bet tu-mañ trem 'ar stêr,
Da veuiñ un nebeut kizhier

- Ned eo ket da veuiñ kizhier,
Emañ ar gwad deus ho paner !

Aotrou ar Saoz, din leveret,
Mac'haridig 'peus ket gwelet ?

- Mac'harid n'am eus ket gwelet
Abaoe pardon sant Servet.

- Gaou a leverez, treitour,
Rag t'ec'h eus hi lazhet neizheur !

Dizonor d'an noblañs a rez,
Kerkoulz ha d'ar varc'hegiezh .-

Rojorson, pa 'n deus hen klevet,
E gleze en deus diwennet

- Bremaik e weli, 'michañs,
Mar ran dizonor d'an noblañs;

Bremaik, gwaz, e weli aes
Mar 'maon kuit a varc'hegiezh.

Hore ! hore ! kuit a druez !
En em ward-te ! mar 'maout dibres !

- Dibres on bet, ha dibrez on
Da c'hoari gant tud a galon;

C'hoari a rin hag em eus graet,
Na ran gant lazherien merc'hed;

E pelec'h-bennak m' ho c'havan,
Evel kon holl ho dispennan .-

Kerkent evel m'en deus laret,
E gleze bras 'neus gorroet;

Ha war benn ar Saoz en deus skoet,
Ha daou hanter outañ 'n deus graet.

Rojorson a zo bet lazhet:
Kastel Traoñgof zo dismantret;

Dismantret eo kêr ar mac'her;
Da reiñ d'ar Saozon evit skouer;

Da reiñ evit skouer d'ar Saozon,
Evit keloù mat d'ar Breton !

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes