Paroles de la chanson Gwall vuhez un tiegezh ( Scène de famille ) par Chansons Bretonnes

Gwall vuhez un tiegezh ( Scène de famille ) Traduction française
Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Gwall vuhez un tiegezh ( Scène de famille )"

Paroles de la chanson Gwall vuhez un tiegezh ( Scène de famille ) par Chansons Bretonnes

1
C'hoant am eus d'ho lakaat da c'hoarzhin
Ma oufec'h petra zo c'hoarve'et
Ma oufec'h petra zo c'hoarve'et
Un oac'h yaouank dimeus ar gêr-mañ
O rin-ton-la, la la dira
Un oac'h yaouank dimeus ar gêr-mañ
A zo bet fouetet gant e wreg

2
An oac'h-mañ a ranke luskellat
Ouzhpenn monet bemdez d'ar stêr
Ha ma na vije gwenn an dilhad
O-rin-ton-la, la la dira
Ha ma na vije gwenn an dilhad
En dije badoù leizh e ler (badoù = bazhadoù, coups de bâton)

3
- Sav Yann da luskellat ar c'havell
Skuizh eo ma fenn eus e glevet
Pe me gemeran ur geuneudenn
Ma mignon, me ray dit donet

4
Me zo 'vont da di ma amezegez
Da gaoseal un nebeut c'hoazh
Preparit lein a-benn ma teuin
Peotramant ho po fest ar vazh !

5
- Ma fried, ur banne a evfen
Ur sec'hed bras am eus bremañ
- Gwalc'hit ho kwerenn eta, mezvier,
Te c'hoantaez ganit pep tra"

6
Gant an hast en devoa d'he gwalc'hiñ
Etre e zaouarn eo drailhet
Ha eñ o komañs da grial
"Ur maleur zo ganin c'hoarve'et"

7
- Jarnecoton, eme Jaketa,
Bremañ-souden ni 'ray ar bal
Tennit ho pragezenn, ma mignon,
Ma po an disiplin raktal !

8
Flikez ha flakez d'an daou kostez
Ma ho teski da derriñ gwer
Ha netra dimeus an tiegezh
C'hwi oar 'walac'h an traoù zo ker!

9
- Ma fried, ho pet truez ouzhin
C'hwi lako ar gwad da redek
Me a evo gwin gant ma botez
Kentoc'h 'vit torriñ gwer ebet

10
- Lakit ha pragez 'ta, ma fried,
Ha deut da vouchat d'ar skouljed (embrasser le martinet)
Ha da brometi en ho puhez
Na doroc'h gwerenn ebet mui

11
Kenta tra a dorri en ti-mañ
Me a grogo e blev da benn
Er memes tra en da zivskouarn
Ken a teuont keit re un azenn !

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes