Paroles de la chanson Gwerz ar c'hloareg yaouank ( Complainte du jeune clerc ) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Gwerz ar c'hloareg yaouank ( Complainte du jeune clerc )"

Paroles de la chanson Gwerz ar c'hloareg yaouank ( Complainte du jeune clerc ) par Chansons Bretonnes

1
Ha debonjour deoc'h barzh an ti-mañ
Kerkoulz d'ar bras ha d'ar bihan
O roulonlalonla
Kerkoulz d'ar bras ha d'ar bihan

2
"E pelec'h emañ Annaig Kalvez
Ma'z imp hon-daou d'al leur nevez ?

3
- E lae emañ-hi, ha kousket mat
Diwallit kloareg d'hi dihunat

4
Ar c'hloareg pa 'n devoe klevet
E lae gant ar skalliroù oa pignet

5
Tri daol war an nor en deus bet skoet
Annaig Kalvez zo bet dihunet

6
" Ha debonjour deoc'h Annaig Kalvez
Savit, ma'z imp hon-daou d'al leur nevez

7
- D'al leur nevez me ned an ket
Eno a vo ar seizh kloareg

8
Eno a vo ar seizh kloareg
Markiz Gwerand zo klask am c'haouet

9
- Droug ha mad nag a vezo
D'al leur nevez ni a yelo

10
D'al leur nevez ni a yelo
Gant ton ar sonerien ni a zañso"

11
El leur nevez pa oamp arruet
Teir dro zañs hon deus bet graet

12
Teir dro zañs hon deus bet graet
Markiz Gwerand 'n deus renkontret

13
"Na dibonjour deoc'h-c'hwi kloareg
C'hwi peus bet ar fleur deus ar merch'ed

14
- Ma 'm eus bet ar fleur deus ar merc'hed
Gant Doue din oa destinet

15
Ha deomp bremañ d'ar gorinaoù
Da c'houd da biv vo ar gajoù

16
- D'ar gorinaoù me ned an ket
Kapat evidoc'h Markiz me n'on ket

17
Rannañ vefe ar galon
El leur nevez an hini a vefe

18
Gwel' gwad ar c'hloareg el leur o skuilhañ
Markiz Gwerand deus e lazhañ

19
Annaig Kalvez pa en devoe gwelet
Gant blev ar Markiz e oa lammet

20
Gant blev ar Markiz e oa lammet
Diouzhtu d'ar gêr ez eo bet aet

21
"Ma mammig paour, preparit din va gwele
Va c'halonig a zo diaezet

22
- Mard eo ho kalon diaezet
Eo abalamour 'peus re zañset

23
- Mard eo ma c'halon diaezet
Va c'hloareg din-me a zo lazhet

24
Va c'hloareg din-me a zo lazhet
Warc'hoazh da zek eur vo interet

25
Warc'hoazh da zek eur vo interet

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes