Paroles de la chanson Gwerz Chapel Lochrist an Izelvet ( Complainte sur la Chapelle de Lochrist Izelvet ) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Gwerz Chapel Lochrist an Izelvet ( Complainte sur la Chapelle de Lochrist Izelvet )"

Paroles de la chanson Gwerz Chapel Lochrist an Izelvet ( Complainte sur la Chapelle de Lochrist Izelvet ) par Chansons Bretonnes

Barzh en Lochrist an Izelvet
A zo ur chapel benniget
Hag ur fontan a zo ivez
Pelerined a bep kostez

Lezomp ar fontan a gostez
Ha deomp da di 'r wreg achane
A ro d'ar paour an aluzenn
Ro ane'añ a wir galon

Un devezh oa 'barzh en anoue
A venne pred holl dud he zi
Arru zo ur paour da c'houlenn
Un tamm bara pe ur c'hrignen

Un tamm bara me n'em eus ket;
Tri deiz zo tamm n'em eus drebet
Paourig, eme'i, et en ho tro
Ur weach all me ho toublo

Et enta diwar dro ma zi
Pe me loskao warnoc'h ma c'hi
Ma c'hi warnoc'h mar tistagañ
Ho rento reuzeudig amañ.

E toull ar porzh er c'houziadenn
Ez eo marvet ar paour bihen
Gourveet war ar c'houziadenn
Hag ar c'hi bras en e gichen

Un dra bennak aes da gompren
An oac'h d'an ti a zo deuet
Ha d'e wreg en eus lavaret
Marv eo ur paour er c'houziadenn

Ha d'e wreg en eus lavaret
Marv eo ur paour er c'houziadenn
Hag ar c'hi bras en e gichen
Un dra bennag aes da glevet

Me, eme'i, a zo kiriek
Aluzenn de'añ 'm 'eus refuset
Me rey lien d'hen lieniñ
Peder blankenn d'hen archediñ

Ne oa beleg hi absolve
Nemet betek Rom e aje
Hi mab bihan de'i da denañ
A oa diaes de'i da gentañ

Hi mab bihan de'i da denañ
A oa diaes de'i da gentañ
Hag hi merc'h Mari goude-se
Adeo deoc'h ma bugale !

E kêr Rom pa'n eo arriet
Kofez d'ar Pab 'deus goulennet
Kambr ar binijenn oe lakaet
Dour, bara pad tri deiz da voued

Ur bloaz warn ugent e voa bet
Hep na voe soñj dimeus ar wreg
Pa zigored an nor warni
Yac'h e oa evel peb hini

Hag hi e oa en hi vorzh
Ha ruz 'vel ur bokedoù roz
Bara ganti n'oa ket breinet
Hag an dour n'oa ket disec'het

Neuze oe roet de'i koñje
De donet d'ar gêr ac'hane
War 'n hent bras pa oa o tonet
Gant un den kozh eo 'n em gavet

« Gwreg war an oad, din o leret
P'lec'h e aet ha c'houlet monet ?
- Da chapel Lochrist Izelvet
Eno am eus c'hoant de vonet.

- Setu ase ur walenn wenn
P'ini ho reno penn da benn »
He mab bihan oa o tenañ
Disul oa e overn gentañ

En Lochrist pa 'n eo arriet
Ti he fried eo diskennet
Hennezh de'i en eus lavaret
Da noz ne vije ket lojet

Hag hi 'n hi c'hoañje 'war bank noazh
E harp hi c'hein ouzh ur c'hravazh
He fried en ti a zo aet
Ha de'i neuze n'eus lavaret

He fried en ti a zo aet
Ha de'i neuze n'eus lavaret
Penaos ne vije ket lojet
Peogwir n'he anave'e ket

Penaos n'am anave'et ket
Ha me eo ho kentañ pried
Hi mab pa en deveus klevet
Traoñ deus e gampr eo diskennet

Hounnezh sur ha gwir ec'he bet
Ec'h eo ma mamm 'deus va ganet
Hounnezh eo ar vamm 'deus va ganet
'Barzh ma gwele teuy da gousket

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes