Paroles de la chanson Gwerz Leskildri pe Fantig Pikard ( Complainte de Leskildry ou de Françoise Picard ) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Gwerz Leskildri pe Fantig Pikard ( Complainte de Leskildry ou de Françoise Picard )"

Paroles de la chanson Gwerz Leskildri pe Fantig Pikard ( Complainte de Leskildry ou de Françoise Picard ) par Chansons Bretonnes

An itron Leskildri a lavare
En he mereuri pa'n arrue
En he mereuri pa'n arrue

Devezh mat deoc'h holl barzh en ti-mañ
Ar merc'hed ac'han pelec'h emaint ?

Pe 'maint e-tal an tan o tommañ
Pe 'hend-all uzañ 'n daol o leinañ ?

N'eo ket e-tal an tan o tommañ
Vo paet d'hoc'h Itron 'r vereuri-mañ

Vo paet d'hoc'h Itron ho vereuri
Ha kant skoed avañs a zo warni

Div deus oute a zo o kannañ
Ha div all a zo o tiwaskañ

Div all a zo 'lakaat da sec'hañ
Fantig ho filhorez a zo klañv

Gant an droug stomog hag an droug penn
Seblant a ra din he deus terzhienn

Fantig ar Picard va filhorez
Taolet evezh na vec'h pec'herez

Al levrenn wenn a zo bet er c'hoad
Hag ur bugel bihan he deus ka'et

Ur bugel ken kaer evel an deiz
Ouzh Fantig ar Pikard heñvel eo

Er bloaz-mañ koulz evel warlene
Oc'h o kanañ kaozioù adarre

Fantig ar Pikard ma filhorez
Vil e komzez ouzh da vaeronez

Hag e koustfe din ma Leskidri
Ar wirionez sur a c'houvein

'N Itron Leskidri a lavare
D'he fajic bihan hag a neuze

Ma fajig dib din ma inkane
Ma 'c'h in buan da Raon feteiz

'N Itron Leskildri a lavare
War bave Raon ha pa gerzhe :

Bonjour ha joa holl er gêr-mañ
Pelec'h 'mañ tud ar justiz amañ ?

Itron Leskidri hon eskuzet
Emaoc'h ouzh toull an nor ; antreet !

Na petra ho peus c'hwi a nevez
Pa oc'h deuet fenoz d'hon bete ?

Deut eta ganin d'am mereuri
Da gerc'hat merc'h henañ deus an ti

Da gerc'hat 'r verc'h henañ deus an ti
Peogwir ur filhorez ec'he din

Na tud ar justiz a lavare
Ti ar Pikard kozh pa 'n arrue

Devezh mat deoc'h holl barzh en ti-mañ
Fantig ar Pikard pelec'h emañ ?

Emañ en he c'hambr e penn an ti
En anv Doue, diboaniet hi !

Fant ar Pikard savet alese
Evit ma teufet ganomp feteiz

Aotrou Doue pera em eus graet
Pa eus bet an urzh d'am c'hemeret

Fantig, ne ouzon ket ho sujet
Ho maeronez ro urzh d'ho kemeret

O tud a justiz mar am c'haret
'Biou Leskidri ne yefet ket

Droug ha mad gant an neb a gomzo
'Biou Leskidri ni a yelo

Etre Leskildri ha ti ma zad
Zo ur puñs don, me hen goar avat

Unnek a vugale am eus bet
Dek an'he am eus e-barzh taolet

An unneget 'm eus taolet er c'hoad
Hennezh a ra din kalz galonad

Me welo 'n Noblañs e Leskidri
Me garje an tan ouzh he deviñ

Me garje an tan ouzh he deviñ
Ma maeronez e-kreiz o leskiñ

Fantig ar Pikard a lavare
War ar chafod e-pad ma pigne

Mar zo tud aze a Santez Kroaz
Savet ho daouarn 'welin an'he

Mar roin d'he ur mouchoar godell
Evit kas d'am dous ar miliner

Evit kas d'am dous ar miliner
Ma en nevo soñj eus e amzer

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes