Paroles de la chanson Gwerz Penmarc'h (La Ballade de Penmarc'h) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Gwerz Penmarc'h (La Ballade de Penmarc'h)"

Paroles de la chanson Gwerz Penmarc'h (La Ballade de Penmarc'h) par Chansons Bretonnes

Bremañ bloaz, da Santez Katell
Sortias ar flod eus a Vourdel (bis)

Pa oent erru e-tal Penmarc'h
O devoe kavet avel a-walc'h (bis)

Petra c'hoarvez gant Penmarc'hiz
O terc'hel gouloù-noz 'n o iliz ?

Kriz a galon neb a ouelje
E-tal Penmarc'h neb a vije

O wel't ar mor bras o ruziañ
Gant gwad ar gristenien ennañ !

Neb a welje merc'hed Gwaien
O vont d'an aod beb a-unan

Seizh intañvez ha seizh-ugent
O vont d'an aod en ur vandenn

O c'houl' an eil digant eben :
- N'az peus ket klevet keloù va den ?

- Keloù ho ten ha va hini :
E-tal Penmarc'h 'maint o veuziñ !

Mallozh ! mallozh da Benmarc'hiz
A zalc'h gouloù-noz en o iliz

'Zalc'h gouloù-noz 'n o ilizoù
'Vit ma yel d'an aod 'r batimanchoù

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes