Paroles de la chanson Itron ar Faouet ( La dame du Faouet ) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Itron ar Faouet ( La dame du Faouet )"

Paroles de la chanson Itron ar Faouet ( La dame du Faouet ) par Chansons Bretonnes

Ma yenfe-me d'an arme evel 'm'eus prometet
E p'lec'h lakefen-me ma berger' da viret?
E p'lec'h lakefen-me ma berger' da viret?

Digaset-hi d'am zi breur, digasit ma karet :
Ha m'he lakay e kambr gant va itronezed
Petramant ba 'r sal gant va demezelled

Oa ket sortiet mat, ge ! he dreid demeus an ti
Ma gomañchezont toud da gontañ pouc'h dezhi

Diwisket ho habi ruz, hag habi gwenn gisket
Ma yefec'h-tu d'al lannoù da ziwall an deñved

E-pad ha ar seizh vloaz ne rae nemet gouelañ
Tremen he doa seizh vloaz, ne rae nemet kanañ

"Debonjour deoc'h plac'h yaouank, c'hwi zo uhel menez
C'hwi zo uhel menez o tiwall ho teñved

- Salokras, emezi, me n'on ket plac'h yaouank
Me zo un itron vat dimeus maner ar Faouet

Me zo un itron vat dimeus maner ar Faouet
Emaon abaoe seizh vloaz o tiwall va deñved

- Ma 'maoc'h un itron vat, ge ! deus maner ar Faouet
Me ya di raktal da wel hag-eñ ven lojet"

"Dibonjour deoc'h-hu holl, bras evel bihan,
E p'lec'h emañ berjerez, hag e pelec'h emañ ?

- Da verjerez-te, breur, zo aet da vale gant va itronezed
Petramant ba ar sal gant va demezelled

- Paneve respetiñ ma mamm, ge ! ha respetiñ va zad
Me 'm oa lakaet va c'hleñv da ruziañ gant da c'hwad"

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes