Paroles de la chanson Janed ar Wern ( Jeanne le Guern) par Chansons Bretonnes
Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Janed ar Wern ( Jeanne le Guern)"
Proposer une correction des paroles de "Janed ar Wern ( Jeanne le Guern)"
Paroles de la chanson Janed ar Wern ( Jeanne le Guern) par Chansons Bretonnes
I
- Teir noz zo n' 'm eus kousket banne,
Henozh na rin ket adarre;
Nag o klevet an naer-wiber
C'hwibanat war vordig ar stêr.
Ha ma lâre dre he c'hwiban:
Na eus dimiñ nemet unan:
'N hini dime gant e c'hrad-vat,
Hag a dispenn dre wall-bennad,
Hag a dispenn dre wall-bennad,
Eus an diaoul a ra kontrad:
- Teir noz zo n' 'm eus kousket banne,
Henozh na rin ket adarre;
Nag o klevet an naer-wiber
C'hwibanat war vordig ar stêr.
Ha ma lâre dre he c'hwiban:
Na eus dimiñ nemet unan:
'N hini dime gant e c'hrad-vat,
Hag a dispenn dre wall-bennad,
Hag a dispenn dre wall-bennad,
Eus an diaoul a ra kontrad:
A ve eus Doue distag krenn,
Evel ar brank eus ar wezenn;
Eus ar baradoz distag naet,
Evel eus ar blouzenn an ed! -
II
Pa 'z ae Janed 'r Wern da Wengamp,
Da disanzav ar sakramant,
Da zañsal eus ur groaz arc'hant,
Hi rankontr 'n denjentil yaouank:
Hi rankontr 'n denjentil yaouank,
Met 'oa gwisket 'vel peizant;
Un denjentil, oa brav a-walc'h,
'Met oa e dreid 'vel treid ur marc'h.
- Janed ar Wern, din me lâret,
D' bet den yaouank 'c'h eus prometet ?
- Da driwec'h am eus prometet,
Met eus hini n'am eus dalc'het;
Met eus hini n'am eus dalc'het,
C'hwi vo ma hini, mar karet.
Triwec'h kemener 'zo em zi,
Oc'h ober dilhad nevez din;
Oc'h ober dilhad nevez din,
Da vont warc'hoazh da dimeziñ. -
'Met oa e dreid 'vel treid ur marc'h.
- Janed ar Wern, din me lâret,
D' bet den yaouank 'c'h eus prometet ?
- Da driwec'h am eus prometet,
Met eus hini n'am eus dalc'het;
Met eus hini n'am eus dalc'het,
C'hwi vo ma hini, mar karet.
Triwec'h kemener 'zo em zi,
Oc'h ober dilhad nevez din;
Oc'h ober dilhad nevez din,
Da vont warc'hoazh da dimeziñ. -
Pa oa an dilhad nevez graet,
Da Janed 'r Wern na blijent ket;
Da Janed 'r Wern na blijent ket,
Dindan he zreid o deus mac'het.
III
An Aerouant a lavare,
'N ti ar Wern kozh pa arrue:
- Roet din skabell d'azezañ,
Mar ben-me mab-kaer en ti-mañ. -
- Mab-kaer en ti-mañ n' vefet ket,
Gwennoù-daoulagad n'oc'h eus ket;
Gwennoù-daoulagad n'oc'h eus ket,
Da Janed 'r Wern na blijent ket;
Da Janed 'r Wern na blijent ket,
Dindan he zreid o deus mac'het.
III
An Aerouant a lavare,
'N ti ar Wern kozh pa arrue:
- Roet din skabell d'azezañ,
Mar ben-me mab-kaer en ti-mañ. -
- Mab-kaer en ti-mañ n' vefet ket,
Gwennoù-daoulagad n'oc'h eus ket;
Gwennoù-daoulagad n'oc'h eus ket,
Ho treid a zo 'vel re kezeg! -
- Droug ha mad gant neb a garo,
Mab-kaer en ti-mañ me vezo;
Pa ve ma zreid 'vel re ur c'hi,
Ho merc'h Janedik a zo din. -
- Ma merc'h Janedig n'ho po ket,
Rak ma c'hoñje vo ret kavet. -
- Gant ul lom gwad ma biz-bihan,
'M eus graet kontrad outi d' viken
IV
Kriz 'vije 'r galon na ouelje,
'N ti ar Wern kozh neb a vije,
- Droug ha mad gant neb a garo,
Mab-kaer en ti-mañ me vezo;
Pa ve ma zreid 'vel re ur c'hi,
Ho merc'h Janedik a zo din. -
- Ma merc'h Janedig n'ho po ket,
Rak ma c'hoñje vo ret kavet. -
- Gant ul lom gwad ma biz-bihan,
'M eus graet kontrad outi d' viken
IV
Kriz 'vije 'r galon na ouelje,
'N ti ar Wern kozh neb a vije,
'Welet 'n dud a eured douget,
Hag ar wreg yaouank o kerzhet;
Hag ar wreg yaouank o kerzhet,
He inkane n'he gouzañv ket.
- Taolet-hi din war lost ma marc'h,
Hemañ hi gouzañvo a-walc'h ! -
Ac'hane neuze n'oe gwelet,
Ken oe oc'h antren er vered.
Dre ma tostae d'an iliz,
Hi oa ken kaer ha fourdeliz;
Pa dro he bizaj d'an aoter,
Hi zo ken kaer hag ar bleun per;
Pa droe he c'hein d'an aoter,
Ez ae du evel Lusifer!
'N aotrou ar person a lâre
Da Janed 'r Wern eno neuze:
- Janed ar Wern, din-me lâret,
Ur pec'hed bennak 'c'h nac'het ? -
- Me n'am eus nac'het nep pec'hed,
Met seizh promesa am eus graet;
Ya, seizh promesa, siwazh din,
Hep eureujiñ da neb-hini ! -
- Janed ar Wern, din-me lâret,
Da biv kentañ 'c'h eus prometet?
- D'Ervoanig 'r Bail, a Vourbriek,
Oa 'r c'hentañ am eus prometet. -
Ar beleg, vel m'hen eus klevet,
War e inkane zo pignet;
War e inkane eo pignet,
Ha da Vourbriek ez eo aet.
- Ervoanik 'r Bail, din-me lâret,
C'hwi zelivrfe 'n ene daonet;
C'hwi zelivrfe 'n ene daonet,
O kemer Janed 'r Wern da bried? -
- Me yel' ganeoc'h lec'h ma karfet,
Hag a ray 'vel ma lavarfet ;
Hag a ray vel ma lavarfet,
'Kemer Janed 'r Wern da bried. -
Janed ar Wern a lavare
Penaos an den-se n'anvee;
Penaos an den-se n'anvee,
Oa ganti an neb a gare.
· . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
· . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
- Lammet m' mantel diwar ma choug,
Ma loskiñ 'ra vel an tan-broud!
Lammet din ivez ma sei'enn,
Ma se'ienn eured, ma gwalenn;
Ma se'ienn eured, ma gwalenn,
Ma deviñ reont 'vel tan 'n ifern
V
An aerouant a lavare
Eus sonerien 'n eured neuze:
- Sonerien 'n eured, din lâret,
C'hoari-gaer 'zo bet er banket? -
- C'hoari-gaer 'r banket n'eus ket bet,
Janedig ar Wern 'zo kollet. -
- Sonerien 'n eured, din lâret,
Ha c'hwi c'hoantae he gwelet?-
- Ya 'walc'h, me c'houlenn he gwelet,
Met gant n'am bezo droug ebet;
Met gant n'am bezo droug ebet,
Ha ma vin er porched rentet. -
Hag eñ o kregiñ 'barzh e benn,
Hen kas dreist an tier uhel.....
VI
En ifern pa 'z eo arruet,
Janed ar Wern en deus gwelet;
Janed ar Wern en deus gwelet,
'N ur gador ardant azezet ;
'N ur gador ardant azezet,
Dirazi 'r gaoter plom bervet!
Janed ar Wern a lavare
Da soner an eured neuze:
- Dalet ma chapelet bihan,
Ma losk amañ evel an tan !
Lâret d'an Nikolas, ma zad,
Emañ en ifern e gontrad ;
Lâret da Janedig ar Wern,
Emañ he c'hador en Ifern !
Dalet ma chapelet eured.
Roet-hen d'an hini vo 'r porched..... -
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
He chapelet p'eo diskroget,
En puñs an ifern eo fontet,
Hi o krial : - A! yaou ! allas!
Poanioù an ifern a zo bras! -
Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)