Paroles de la chanson Janedig ar Rouz (Jeannette Le Roux) par Chansons Bretonnes

Janedig ar Rouz (Jeannette Le Roux) Traduction française
Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Janedig ar Rouz (Jeannette Le Roux) "

Paroles de la chanson Janedig ar Rouz (Jeannette Le Roux) par Chansons Bretonnes

I

Selaouet holl hag a klewfet
Ur werz a zo newe-zavet,
'Zo gret da Janedik ar Rouz,
Braoa plac'h 'vale 'n hi farouz.

Janedik ar Rouz a lare
D'hi zad, d'hi mamm, ur zul 'r beure :
- Red eo laret na oc'h ket fur,
Lakad de ma eured d'ar zul ;

Ha c'hui o klewet a bell-zo
Ema 'nn aotro Tremblai er vro ;
Ha c'hui o klewet, o welet
'Ma 'nn aotro Tremblai 'klask ma c'havet ! -

Hi zad hag hi mamm a laraz
Da Janet 'r Rouz, 'vel ma komzaz :
- Bet drouk gant ann nep a garo,
Ho eured d'ar zul a vezo;

Ho eured vezo d' boennt ann de,
N' vo ket Tremblai war ar bale..... -

II

Janedik ar Rouz a lare
D'ann aotro person ' zul 'r-beure :
- Hastet-c'hui, aotro, depechan,
C'houeza 'nn tan er mech a glewann ! -

N'oa ket hi gir peurlavaret,
Oa leun 'nn iliz hag ar porchet;
Oa leun 'nn iliz hag ar porchet
Gant Tremblai hag he zoudardet.

Ann aotro Tremblai a lare
D'ann aotro 'r person, en de-se :
- Aotro 'r person, d'in-me laret,
Pelec'h ' ma ar wreg a eured ? -

Ann aotro person a laraz
D'ann aotro Tremblai, p'hen klewaz :
- Aotro Tremblai, ma iskuset,
Eureuji d'ar Zul na rann ket ;

Eureuji d'ar Zul na rann ket,
Ur vadeziant eo am euz gret. -
Aotro person, gaou a laret,
Janedik 'r Rouz 'c'h euz eureujet ;

Rentet Janedik 'r Rouz ama,
Pe me ho lazo da genta ;
Pe me ho lazo da genta,
Gant hi zad, hi mamm 'ma ama. -

Janedik ar Rouz a lare
D'ann aotro Tremblai eno neuze :
- Aotro Tremblai, mar am c'haret,
Ma lest mont war vur ar vered ;

Ma lest mont war vur ar vered,
Da laret adieu d'am fried. --
- War vur ar vered n' iefet ket,
Diwar lost ma marc'h kimiadfet ! -

Janedik ar Rouz a lare
D'ann aotro Tremblai eno neuze :
- Ma lest da vont c'hoaz en iliz,
Da gimiadi euz ma broïz. -

- Wit en iliz na iefet ket,
Diwar lost ma marc'h kimiadfet ;
Ganin 'teufet war lost ma marc'h
Kriet, garmet, goelet ho kwalc'h ! -

Janedik ar Rouz a lare,
D'ann aotro Tremblai eno neuze :
- Aotro Tremblai, mar am c'haret,
Ur gontel d'in-me a rofet ;

Ur gontel d'in-me a rofet,
'Wit troc'ha zeïenn ma eured;
'Wit troc'ha zeïenn ma eured
A zo bet war-n-on re-stardet. --

'Nn aotro Tremblai p'hen euz klewet,
Ter gontel d'ez-hi 'n euz diskoet;
Unan troad-duz, unau troad-gwenn,
Un' all c'houezet en aour-melenn ;

En hini troad-du 'z eo kroget,
En hi c'halon deuz-hi plantet!
Pa zistroas 'nn aotro en dro,
Oa Janedik war hi geno!

Ann aotro Tremblai a lare
Da Janet 'r Rouz eno neuze :
- Tric'houec'h (3) groeg-eured 'm euz laeret,
Janedik 'r Rouz ann naontekvet ;

Janedik 'r Rouz, ann diveza,
'Laka ma c'halon da ranna ! -

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes