Paroles de la chanson Janedig ar Sorserez (Jeanne la Sorcière) par Chansons Bretonnes
Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Janedig ar Sorserez (Jeanne la Sorcière)"
Proposer une correction des paroles de "Janedig ar Sorserez (Jeanne la Sorcière)"
Paroles de la chanson Janedig ar Sorserez (Jeanne la Sorcière) par Chansons Bretonnes
I
- Eomp-ni hon daou Janedig, d'ar pardon d'ar Yeodet,
Pell-bras dimeus a amzer 'm eus prometet monet. -
Janedig a lavare, p'oa damdost d'ar Yeodet :
- Amañ avat, emezi, 'zo 'r parkad kaer a ed !
Amañ avat, emezi, 'zo 'r parkad kaer segal,
Rak a-benn ma retornfomp, na vo nemet pigal;
A zo bet aet d'hen hadañ triwec'h poezellad had,
'Benn vo darv da droc'hañ, na vo met ur rennad !
'Benn vo darv da droc'hañ, na vo met ur rennad,

Hag a-benn ma vo gwentet, n' vo ket ur skudellad ! -
- Na gwallet din ledander ul liñsel-wenterez,
Ha me a welo neuze ha c'hwi zo sorserez. -
- Salokras, ma zad, 'mezi, n'hallan ket hen ober,
Dont 'rafen da rouinañ ar vro-mañ en antier. -
- Eomp-ni d'ar gêr, Janedig, eomp-di d'ar gêr hon-daou,
Ha lâromp a wir galon adieu d'ar pardonioù. -
II
An ozac'h Yann a lare barzh ar gêr, d'e bried
- Ni hon eus maget ur verc'h a oar gwallañ an ed;

Me ya d'hi rekomandiñ d'ar prokuror iskar (fiscal?). -
An ozac'h Yann a lare d'ar prokuror iskar :
- Ni hon eus ganet ur verc'h a oar gwallañ an ed,
Grit ho posubl 'n he andred, 'vidomp-ni hon eus graet. -
- Digaset ho merc'h amañ, ma vo interojet,
Barnet dirak 'n tribunal, mar 'deus-hi meritet. -
III
- Laret-c'hwi din, Janedig, bremañ pa 'z oc'h barnet,
Penaos 'c'h eus desket 'r sekret evit gwallañ an ed? -
- Gant ur mesaer deñved a oa en ti ma zad,
Ma c'hase bemnoz gantañ da welet ar sabad,
Lec'h ma vije 'r sorserien hag ar sorserezed;
Hag a deskas din 'r sekret evit gwallañ an ed,
Pa oa arruet hennezh e-barzh en ti ma zad,
Na ouienn tra en douar nemet ma chapelad
Bremañ me oar al latin, me oar skrivañ ha lenn,
Hag ampech ar beleg d' lâret an oferenn;
Ampech 'r beleg da lâret, d'ar sul, e ofern-bred,
Ha konsakriñ an ostiv, mar ve din permetet! -
- Laret-c'hwi din, Janedig, bremañ pa 'z oc'h barnet,
Petra 'zo ret da gavet evit gwallañ an ed ? -
- Ret kaout kalon un touseg, lagad kleiz ur mal-bran,
An had dimeus ar raden, en noz tantad Sant-Yann.
Gant ur plad arc'hant am boa 'tastumen leizh ma boz,
Oh ! ya, etre unnek eur hag an taol hanter-noz.
Ul louzouenn all 'zo c'hoazh, hounnezh na anvin ket,
Hogen anez hi c'havet, n'o deus vertuz ebet.
Me 'm eus ur c'houfrig-bahut er gêr, en ti ma zad,
Hag an nep hen digoro, en devo kalonad

An hini hen digoro renko kaout kalon frank,
'Zo ennañ teir naer-wiber o c'horiñ ur serpant.
Mar deu ma zeir naerig da ober bloavezh-mat,
A renkont bezañ bevet gant ur boued dilikat ;
A renkont bezañ bevet gant ur boued dilikat,
Ma eo gant kig glujar ha kig kefeleged;
Hag ivez ar gwad roial eus an inosanted,
Pa 'z aint vit bezañ bade'et, da doull dor ar porched;
Ha kent ma vankfen-me d'ober dezhe ervat,
Me deufe da reiñ dezhe gwad ma mamm ha ma zad ! -
- Laret-c'hwi din, Janedig, bremañ pa'z oc'h barnet,

Petra 'zo ret da ober 'vit na brodufont ket ? -
- Lakaat 'nezhe 'n un dachenn, ober tan 'n dro dezhe,
An douar a zigoro, a lonko anezhe!
Met me ho ped, mar gret tan, gret ma vezo tan-frank,
Mar deu hini da achap, 'vo devet 'r firmament !
Na mar vijen-me bet c'hoazh ur bloavezh en buhez,
Am bije lakaet ar bed da vont war e gostez ! -

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)