Paroles de la chanson Kalonoù rannet (Coeurs brisés) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Kalonoù rannet (Coeurs brisés)"

Paroles de la chanson Kalonoù rannet (Coeurs brisés) par Chansons Bretonnes

AR GWAZ

Demat, mignonez fidel, setu me gwall nec'het
Demat, mignonez fidel, setu me gwall nec'het
Echu eo ma flijadur ha rentet glac'haret
Echu eo ma flijadur ha rentet glac'haret

N'em eus den d'am c'hoñsoliñ nemedoc'h a rafe
C'hwi am lako c'hoazh dispos hervez ho polontez

AR PLAC'H

Betek bremañ oa moien da zont d'ho koñsoliñ
Pa glevan o lavaret e renkomp kimiadiñ

Da Zoue ha d'ar Werc'hez en em rekomandan
Ken glac'haret on ha c'hwi o partial bremañ

AR GWAZ

Ma na deu den da zispenn hon holl promesoù
Em bo koñsolasion da vont er-maez ar vro

Gavin ket hir an amzer o tremen ma c'hoñje
Hag erfin d'oc'h eureujiñ, ma choman en buhez

AR PLAC'H

Biskoazh plac'h onest ebet n'en da enep d'he le
Demeus a greiz va c'halon em boa graet promese

Birviken na zislarin ar pezh am eus laret
Ken a vo ho mortuaj er gêr en em rentet

AR GWAZ

Skañvaat a ra ma spered ha fin zo d'am zourmant
Pa lavaret 'n em zerc'hel er memes santimant

Evit-me a rai ivez hed an eur diwezhañ
Ma ven lezet gant Doue da ren war ar bed-mañ

AR PLAC'H

War ar Skritur eo merket ar re a zo kastiet
Gant Doue war ar bed-mañ a vo rekompañset

Pa 'z imp dirak ar Barner da glevet hor setañs
Diouzh mad pe fall 'm omp graet e vo hon rekompañs

AR GWAZ

Ne oan nemet daouzek vloaz pa oa marv ma zad
Ha ma mamm ur miz goude, o gwashañ kalonad !

Ha bremañ pa 'z on savet da gaout va flijadur
E renkan dont d'ho kuitaat, o tristan avantur !

AR PLAC'H

Arabat eo en em glemm a volontez Doue
Me n'am boa nemet seizh vloaz pa oa marv ma re

En ur ober pemzek deiz ec'h int bet dioueret
Ma zad, ma mamm, ma daou vreur, div deus va c'hoarezed

AR GWAZ

An disterañ c'houlennan ma teut d'hen akordiñ
Ha mouchouer hoc'h-unan gant ho torn hen rei din

'Vit ma gavin anezhañ da sec'hiñ an daeloù
A ruilh deus ma daoulagad, o pellaat deus ar vro

Lakit ho torn em hini, ma mignonez fidel
Me lavar deoc'h marteze hed ar gloar eternel

Dalc'hit mat-sur d'ho komzoù, me vo fidel d'am re
Ha lakeomp hon fiziañs e madelezh Doue

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes