Paroles de la chanson Kimiad ar martolod (L'adieu du marin) par Chansons Bretonnes
Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Kimiad ar martolod (L'adieu du marin)"
Proposer une correction des paroles de "Kimiad ar martolod (L'adieu du marin)"
Paroles de la chanson Kimiad ar martolod (L'adieu du marin) par Chansons Bretonnes
Doue holl buisant a lenn 'n hon c'halonoù
A gondu ma daeloù, ma huñvreadennoù
Gwelet hag istimet ar momant hag an eur
Ma vo fin d'am chagrin, ha d'am displijadur
Tri bloaz vezo souden, 'baoe ar momant kruel
Pa oa ret din kuitaat ma mignoned fidel
Ma c'herent glac'haret, rouanez ma c'halon
Da gemer an armoù evit an nasion
Flastret dindan ar bouez eus ma zristidigezh
Ma c'halon a ranne, mervel a rae ma mouezh
Ar gwad em gwazioù a deue da skornañ
Er momant m'eo ret din ober ar c'himiad-mañ
Keno ma zad, ma mamm, keno ma breur, ma c'hoar

Adieu neb a garan, me ya diwar an douar
Ar c'himiad-mañ ran deoc'h kent evit ho kuitaat
Marteze, siwazh din, vo unan evit mat
E-giz d'an evn bihan, tapet gant ar sparfell,
Deus a gichen e vamm, pa ve deus e sevel
N'en deus ket a amzer da vervel gant glac'har
Ker buan ma lemmer e vuhez d'an neb a gar
Tri bloaz a vezo prest, na gontan ket ar rest
Pa oa deut din an ordr d'ambarkiñ war rad Brest
E-lec'h emaon bremañ, a ouelin marteze,
Betek an deiz fatal, ma vo fin d'am buhez
Pa oan erru en Brest, ma eston a oa bras
'Welet ur seurt kastell o vrall war an dour glas
An oabl evel ur c'helc'h, pell diouzhin e welen,
O rannañ 'tre daou bezh ar mor bras hag an Neñv

Deliberet, bras ha bihan, ma ra ar peroked,
En treuj war bep gwernenn a ra teir groaz parfet
E beg ar gwernennoù, uhelloc'h deus ar mor
'Vit n'eo deus ar vered beg an uhellañ tour
Per-ugent pezh kanol, daou-ugent a bep tu,
Stouvet gant livaj gwenn, o c'horf livet en du,
Ha pompoù perilhus, fuzuilhoù mousketon,
Ar gwel eus anezho a zeve ma c'halon
'Peus ket gwel't a vintin, en-dro d'ar radenn glas,
Ar steuennoù kevnid, koulz en hed 'vel en kroaz ?
En-dro d'ar vatimant zo aliesoc'h kordenn
'Vit a neudenn gevnid en-dro d'ur radenenn
'Benn ur pennad goude, me oa pell deus ma bro
Lec'h ma selaoue den deus ma huñvreadoù
Pa 'mije 'n tamm amzer da vonet a-gostez
A soñjen 'barzh am bro ha da skuilh daeroù n'e
E-giz d'un evn bihan, zo pell demeus e vamm
Na ra nemet gouelañ, leuskel krioù estlamm,
E zaoulagad bepred troet war-zu ar plas
Lec'h oa e vignoned, e holl blijadur vras

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)