Paroles de la chanson Konskried Sant Trefin (Les conscrits de Sainte-Tréphine) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Konskried Sant Trefin (Les conscrits de Sainte-Tréphine)"

Paroles de la chanson Konskried Sant Trefin (Les conscrits de Sainte-Tréphine) par Chansons Bretonnes

Na disul e Sant-Trefin rannañ 'rae ma c'halon
O klevet an ordonañs lennet gant ar person

O klevet an ordonañs lennet gant ar c'hure
Ret eo kaout soudarded da servij ar Roue

O klevet an aotrou maer war ur maen o laret
"Erru eo ar mandaioù partiañ 'r gonskried"

An tadoù hag ar mammoù 'ouele d'o bugale
Hag ar gonskried yaouank 'lare 'n eil d'egile

Hag ar gonskried yaouank 'n eil d'egile 'lare
"Arsa 'ta kameraded, partial vezo ret"

"Arsa 'ta kameraded, partial vezo ret"
'Vit monet d'ar broioù pell, lec'h biskoazh ni n'omp bet

'Vit monet d'ar broioù pell, aloubat ar montanioù
Prest da dennañ war ur c'had pa n'e welimp redo

Pa oemp en Jeruzalem, dibaset an Espagn
Birviken 'm-bije soñjet donet ken d'am Bretagne

Met dre forzh pediñ Doue hag ar sent benniget
On deuet c'hoazh da Sant-Trefin da wel' ma mignoned

Lakaet 'oe ganto en douar ma gwir vuiañ-karet
Ha m'am-bije bet ar bonheur d'anavezet he bez

Ha m'am-bije bet ar bonheur d'anavezet he bez
N'am-befe ket he c'huitaet nag en noz nag en deiz

N'am-befe ket he c'huitaet nag en deiz nag en noz
Chomet 'vefen 'tal dezhi da skuilhañ ma daeroù

Chomet 'vefen 'tal dezhi da skuilhañ ma daeroù
'Vit enoriñ ma mestrez pehini a zo marv

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes