Paroles de la chanson Lezobre ( Les Aubrays ) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Lezobre ( Les Aubrays )"

Paroles de la chanson Lezobre ( Les Aubrays ) par Chansons Bretonnes

I
Etre Koat-ar-Skinn ha Lezobre
A zo bet assinet un arme; (bis)

A zo bet assinet ur gombat,
Doue da reï d'ez-he kombat-vad; (bis)

Doue da reï d'ez-he kombat-vad,
Hag er ger, d'ho zud, kezelou-mad !...

Ann aotro Lezobre a lavare
D'he bajik-bihan, un dez a oe:

-Dibr din-me prim ma inkane-gwenn,
Laka he vrid arc'hant en he benn;

Laka he vrid arc'hant en he benn,
Hag he gollier-aour en he gerc'henn;

Hag ho hini Rouan akipet,
Ma iefomp d'Santes-Anna Wened !-

II
Ann aotro Lezobre a lavare,
En Zantes-Anna pa arrue:

-Bars en tric'houec'h stournad ez on bet,
Hag ho zric'houec'h am euz gonezet;

Hag ho zric'houec'h am euz gonezet,
Dre ho kraz, santes Anna Wened;

Roit d'in 'r c'hraz da c'honit 'nn naontekvet,
Me a vo kurunet en Drindet.

Ha me breno d'ac'h ur c'houriz koar,
A reïo ann dro d'ho holl douar,

Unan d'no iliz ha d'ho pered
Ha da ho holl douar benniget;

Me a breno d'ac'h ur baniel ru,
Hag a vo alaouret en daou-du. -

III
`Nn aotro Koat-ar-Skinn a lavare
D'he bajik-bihan hag en de-se:

-Me a well o tonet un azenn,
Hag hen war gein un inkane-gwenn ~ -

'Nn aotro Lezobre a lavaraz
Na da Goat-ar-Skinn, 'vel m'hen klewaz:

-Ha mar d'on-me azenn, a dra-sur,
Me na on ket azenn dre natur;

Me na on ket azenn dre natur,
Ma zad a lareur oa un den fur;

Mar na t'euz anavezet ma zad,
Me a roïo did anaout he vab! -

Da gombati neuze int bet et,
'Nn aotro Lezobre 'n euz gonezet.

'Nn aotro Koat-ar-Skinn a lavare
Na da Lezobre, pa c'honeze:

- En hano da Zoue, Lezobre,
En han' Doue, ro kartier d'in-me! -

- Me na roïnn ket kartier dide,
Rag n'as bije ket roët d'in-me.-

-En hano ma Doue, Lezobre,
Na leusk-te ganin-me ma buhe! -

-Na leuskinn ket ganid da vuhe,
N'as bijes ket leusket ganin-me. -

-En hano da Zoue, Lezobre,
Kerz-te en karg wit ma bugale.-

-N'inn ket en karg wit da vugale,
Me leusko gant-he ho liberte. -

Na oa ket he c'hir peurlavaret,
Koat-ar-Skinn gant-han a zo lazet.-

IV
Lizerou d'ar roue ' zo kasset.
Da laret 'oa Koat-ar-Skinn lazet.

Hag ar roue Gall a lavare
D'he bajik bihan, un dez a oe.

- O pajik, pajik, ma faj-bihan,
Te a zo dilijant ha buhan,

Kerz da lavaret da Lezobre
Dont d' gombati ma Maurian-me!...-

Ar pajik-bihan a lavare
En Lannuon na pa arrue:

-Demad d'ac'h ha joa holl er ger-ma,
'Nn aotro Lezobre pelec'h ema ?-

'Nn aotro Lezobre, p'hen euz klewet,
He benn er prennestr 'n euz boutet;

He benn er prennestr 'n euz boutet,
Ha paj ar roue 'n euz saladet.

-Demad d'ac'h-c'hui, aotro Lezobre ! -
-Ha d'ac'h-c'hui iue, paj ar roue!

Ha d'ac'h-chui iwe, paj ar roue,
Petra 'zo c'hoarvezet a newe?

-Lavaret 'zo d'ac'h-c'hui, Lezobre,
Dont d' gombati Maurian ar roue. -

-En han' Doue! pajik ar roue,
Desk-d'in sekret ar Maurian-ze!

Ha me a roïo did ur bouket,
A vo en he greiz pewar-mill skoed. -

-Me a lavaro d'ac'h he sekre'
Met bikenn da den n'hen diskuilfet:

Na pa gomanso ar gombat-ze,
Taolet prim ho tillad war he re;

Ha strinket gant-han dour-binniget,
Kerkent evel hen do dic'houinet;

Neuze a raïo ul lamm en er;
Lakit ho kleze d'hen digommer;

Bezit gwell ganec'h koll ho kleze,
Lezobre, ewit koll ho puhe! -

'Nn aotro Lezobre, p'hen euz klewet,
He zorn en he c'hodel 'n euz boutet;

He vouked d'ezhan hen euz roët,
A oa en he greiz pewar mill-skoed. -

V
'Nn aotro Lezobre a lavare,
En Santes-Anna, pa arrue:

-Bars en naontek stourmad ez on bet,
Hag ho naontek am euz gonezet;

Hag ho naontek am euz gonezet,
Dre ho kraz, santes Anna Vened;

Grit d'in c'hoas gonit ann ugenvet,
Ha me vo kurunet er Ieodet.

Me a breno d'ac'h ur baniel gwenn,
A vo seiz kloc'h arc'hant euz pep-penn;

A vo seiz kloc'h arc'hant euz pep-penn,
Hag ur c'har-balenn d'hi dougenn;

Me a breno d'ac'h ewit presant
Ur c'haleï aour hag ur zakramant,

Hag a vezo kaer d'ho enori,
Rag ur burzud-kaer ho po gret d'in. -

VI
'Nn aotro Lezobre a lavare,
En palez ar roue, p'arrue:

-Demad d'ac'h, sir, ha memeuz roue,
Na petra oc'h euz-c'hui a newe?-

-Lavaret ' zo dide, Lezobre,
Dont d' gombati ma Maurian-me;

Koat-ar-Skinn a t'euz-te lazet,
Oa unan ma brasa mignoned;

Met Koat-ar-Skinn mar t'euz-te lazet,
Ma Maurian-me na lazi ket.

P'antreaz er zal-vraz war-'nn-ezhan,
O teurrel dour-binniget gant-han.

Pa daol 'r Maurian he dillad d'ann douar,
A taol Lezobre he re war-var;

Pa ra 'r Maurian ul lamm en er,
E lak' he gleze d'hen digommer.

- En hano ma Doue, Lezobre,
Na chach-te da gleze ganide ! -

-Na chachinn ket ganin ma c'hleze,
N'as bijes ket chachet d'hini, te. -

-En hano ma Doue, Lezobre,
Na leusk-te ganin-me ma buhe! -

-Na leuskinn ket ganid da vuhe,
N'as bijes ket leusket ganin-me ! -

Na oa ket he c'hir peurlavaret,
Ar Maurian duz a zo lazet;

Ar Maurian duz a zo lazet,
Hag al Lezobre 'zo sortiet.

Pajik ar roue hen euz kavet,
Un eil bouket d'ez-han 'n euz roët;

Un eil bouket d'ez-han 'n euz roet,
A oa en he greiz pevar-mill skoed.

Ar roue neuze a lavare
Na da Lezobre, pa sortie:

-Na aotro Doue a posubl ve,
As pe lazet ma Maurian-me ! -

-Ia, ho Maurian 'm euz lazet,
Ha c'hui lazfenn iwe, mar karet ! -

-En hano da Doue, Lezobre,
Na leusk-te ganin-me ma buhe,

Ha chomm bars ma falez ganin-me,
Me as groaïo roue ma goude ! -

-Na chomminn ket ganec'h 'n ho palez,
Rag ma mammik paour 'zo intanves;

Rag ma mammik paour 'zo intanves,
Ha defe ouzin-me dienès. -

IV
'Nn aotro Lezobre a lavare,
En ker Lannnon, pa arrue:

-Bars en ugent kombat ez on bet.
Hag ho ugent am euz gonezet,

Dre ho kraz, santes Anna Wened,
Me a vo kurunet er Ieodet;

Me a vo kurunet en Sant-Louis,
N'am euz ket c'hoas ugent bloaz fournis ! -

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes