Paroles de la chanson Marc'had ar merc'hed yaouank (Le marché des jeunes filles) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Marc'had ar merc'hed yaouank (Le marché des jeunes filles)"

Paroles de la chanson Marc'had ar merc'hed yaouank (Le marché des jeunes filles) par Chansons Bretonnes

Er bloavezh-mañ eo ker an ed
O trei tron la la dira lon la
Er bloavezh-mañ eo ker an ed
Ha marc'had mat ar merc'hed

Evit daou lur emañ ar c'hant (bis)
Da choaz d'ar baotred yaouank

Ur paotr yaouank e oa er bed
Ne voa pevar lur prenet

Evit mont gante war ar maez
N nevoa graet peder vestrez

Na div anezho a oa koant
Div all a oa honestamant

An div goant en deveus choazet
An div all en deus losket

An div all lavare din-me
- Va c'hasit ganeoc'h ivez

- Hola, hola 'ta, emezañ
A-walac'h am eus bremañ

Devezhioù all pa deuin en-dro
Marteze me o kemero

- Devezhioù all pa deuoc'h en-dro
Marteze me vo marv

Me vo marv ha douaret
Lakaet va c'horf er vered

Ma laro ar baotred yaouank
"Amañ emañ div plac'h koant

Zo marv gant ar c'hoant gwaz
Meur a hini a rei c'hoazh"

Me 'm eus ur wezenn penn va zi
C'hwec'h aval ruz zo enni

Ha ma ouijen piv va c'har
En nefe va c'hwec'h aval

Met pa n'ouzon ket piv va c'har
Me zalc'ho va c'hwec'h aval

E ti va mestrez ez oun bet
Soubenn al laezh am eus bet

Soubenn al laezh, viou warnezhi
Hag amann rouzet d'hi c'holeiñ

Met ken kalet on bet a benn
Ne 'm eus ket kredet hi goulenn.

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes