Paroles de la chanson Marc'harid Lauranz ( Marguerite Laurent) par Chansons Bretonnes
Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Marc'harid Lauranz ( Marguerite Laurent)"
Proposer une correction des paroles de "Marc'harid Lauranz ( Marguerite Laurent)"
Paroles de la chanson Marc'harid Lauranz ( Marguerite Laurent) par Chansons Bretonnes
I
Tostaït, koz ha iaouank, holl omp oblijet mad,
D'ann Itron zantes Anna, hag iwe d'ar Folgoat,
Balamour d'ur plac'h-iaouank bet tri dez euz ar groug,
Dre 'r c'hraz a zantes Anna na deuz ket bet a zrouk !
Balamour d'ur plac'h iaouank bet tri dez euz 'r potanz,
Dre 'r c'hraz a zantes Anna n' deuz ket bet a ofanz.
Ar c'hloaregik a lare, p'arrue 'tall 'r potanz :
- Penaoz a ra da galon, Marc'haridik Lauranz? -

- Na t'euz ezom, c'hloaregik, da bedi gant m' ine,
Me ' zo ken dispoz aman evel ma 'z oud aze ;
Me ' zo ken dispoz aman evel ma 'z oud aze,
Met sepet, kloaregik, n'am euz ket liberte.
Ma c'halon a zo dispoz, bepred en meulodi,
Dre 'r c'hraz a zantes Anna hag ar Werc'hes Vari :
Nemet kerz te, kloaregik, kerz brema d'ann noblanz,
Da lakad ma distaga d'ann traon euz ar potanz. -
II
Ar c'hloaregik a lare, p'arrue en noblanz :
- Me 'zo o tont a zisput a gichenn ar potanz ;
Me 'zo o tont a zisput a gichenn ar potanz,

Na gant ma muia karet, Marc'haridik Lauranz. -
- Ro peuc'h, ro peuc'h, eme-z-han, c'hloaregik ar gaouiet,
N'oufenn bikenn da gredi, o nann, bikenn er-bed !
Mar kanfe 'r c'habon rostet 'zo aze war ar plad,
Me a gredfe, marteze, kloaregik ar gaouiad ! -
Na oa ket ar gir gant-han c'hoas peurlavaret mad,
Ma kan ar c'habon rostet, a vouez sklezr, war ar plad ;
Ma kan ar c'habon rostet war ar plad, a vouez sklezr ;
Neuze-vad a oa kredet kloaregik ar gewier.
Ar Senechal a lare d'he baotr ar marchosi :
- Dibr d'in me ma inkane, ro d'ez-han kerc'h d' zibri ;

Dibr d'in me ma inkane, hag hen dibr-han timad,
Wit ma 'z inn da chaseal, d'ober un dro d'ar c'hoad ! -
III
Ar Senechal a lare, p'arrue 'tall 'r potanz
- Penaoz a ra ho kalon, Marc'haridik Lauranz ? -
- Ma c'halon a zo dispoz, bepred en meulodi ,
Dre 'r c'hraz a zantes Anna hag ar Verc'hes Vari. -
- Diskennit, Marc'haridik, ha deut ganin d'am zi,
Me lako ma c'heginer d'avan d'ac'h dijuni ;
Keit ma vefet en buhez, m'ho ped da chomm ganin,
Ha me ho graïo ouzpenn gouarneres em zi. -

- Wit fete tam na zebrann, na banne na evann,
Ken a vinn bet er Folgoat hag en Zantes-Anna. -
- Deut ganin, Marc'haridik, war lost ma inkane,
Me ho kasso d'ar Folgoat, d' Zantes-Anna iwe. -
- Na inn ket war inkane, nag iwe ma daou-droad,
Nemet war ma daoulin noaz mar gell ma c'halon pad. -
Ken buhan hag inkane 'vije mibinn a droad,
Ez ia sur Marc'haridik etrezeg ar Folgoat.
Ha p'arru Marc'haridik en bered ar Folgoat,
Weleur roudou hi daoulin er mein-bez, dre ar gwad ;
Weleur roudou hi daoulin, dre 'r gwad, war ar mein-be,
Euruz ar feumeulenn a ielo di goude !

Marc'haridik a lare, en iliz ar Folgoat :
- Bet on en Zantes-Anna, brema 'z on er Folgoat ;
Bet on en Zantes-Anna, brema 'z on er Folgoat,
Achu eo ma finijenn, me n'on ket bet ingrat !
- Etre chapel sant Lauranz, hag hini zant Nikolaz
Eo achuet hi buhe gant Marc'harit Lauranz !

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)