Paroles de la chanson Marivonig an Dourduff (Maryvonne du Dourduff) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Marivonig an Dourduff (Maryvonne du Dourduff)"

Paroles de la chanson Marivonig an Dourduff (Maryvonne du Dourduff) par Chansons Bretonnes

D'ar bemp war'n ugent a viz du
Diskennas ar Saozon d'an Dourduff (bis)
Ar Saozon a zo diskennet
Hag ur plac'h yaouank o deus laeret (bis)

Laeret o deus ur plac'hig koant
Evit kas ganto d'o batimant
Ar plac'h yaouank sur a ouele
Hag ar vartoloded a c'hoarzhe

"N'ouelit ket, plac'hig, n'ouelit ket
Yak, rak ho puhez ne gollfet ket
Rak ho puhez ne gollfet ket
Met hoc'h enor ne lâran ket !

- Gwell eo ganin-me va enor
'Vit kement lestr zo war ar mor
Aotrou an Anglez, din lâret,
Da zen 'met deoc'h vin oblijet ?

Din va-unan, d'am faotr a gambr,
D'am martoloded pa deo c'hoant
Aoutrou an Anglez, din lâret
War 'r pont da vale am lezfet ?

- War bont al lestr, ya, baleet,
Met taolet evezh bezañ beuzet"
Marivonig he deus sentet,
He fenn er mor eo 'n em daolet

Met ur pesk bras e foñs ar mor
Sav ar plac'hig war c'horre 'n dour
Ur barr avel a zo savet
Toull porzh he zad 'n eus he c'haset

"Va zadig, digoret an nor,
Ho merc'h amañ a c'houll digor
Ho merc'h Marivon c'houll digor,
Deut d'ar gêr ganti he enor !"

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes