Paroles de la chanson Marivonnig ( Marivonnig) par Chansons Bretonnes
Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Marivonnig ( Marivonnig)"
Proposer une correction des paroles de "Marivonnig ( Marivonnig)"
Paroles de la chanson Marivonnig ( Marivonnig) par Chansons Bretonnes
'Tiskennas 'r Saozon en Dourduff (bis)
En Dourduff pa 'z int diskennet,
Ur plac'hik iaouank 'deuz laeret : (bis)
Ho deuz laeret ur plac'hik koant
Da gass gant-he d'ho batimant. (bis)
Marivonnik eo hi hano,
Ginidik e a Blougasnou. (bis)
Marivonnik a lavare,
Biou porz hi zad pa dremene : (bis)
- Adieu, ma mamm, adieu ma zad,
Bikenn n'ho kwel ma daoulagad ! (bis)
En Dourduff pa 'z int diskennet,
Ur plac'hik iaouank 'deuz laeret : (bis)
Ho deuz laeret ur plac'hik koant
Da gass gant-he d'ho batimant. (bis)
Marivonnik eo hi hano,
Ginidik e a Blougasnou. (bis)
Marivonnik a lavare,
Biou porz hi zad pa dremene : (bis)
- Adieu, ma mamm, adieu ma zad,
Bikenn n'ho kwel ma daoulagad ! (bis)
Adieu, ma breur, adieu, ma c'hoar
Bikenn n'ho kwelann war ann douar! (bis)
Adieu, keront ha mignouned,
Bikenn n'ho kwelann war ar bed ! - (bis)
Ar Varivonnik a oele,
Na gave den hi c'honzolje; (bis)
Na gave den hi c'honzolje,
Met 'nn Angles-braz, hennes a ree :
- Marivonnik, na oelet ket,
Wit ho puhe na gollfet ket : (bis)
Wit ho puhe na gollfet ket,
Met ho enor na larann ket ! - (bis)
- Gwell eo ganin-me ma enor
Wit kement lestr ' zo war ar mor. (bis)
Aotro ann Angles, d'in laret,
Nemet d'ac'h na vinn oblijet? - (bis)
- D'in ma unan, d'am faotr ar gambr,
D'am martoloded p'ho do c'hoant ! (bis)
D'am martoloded, p'ho do c'hoant,
Bez' ' zo 'nn ez-he unann ha kant ! - (bis)
- Aotro ann Angles, d'in laret,
War 'r pont da vale am lezfet? - (bis)
- War bont al lestr ia, baleet,
Met taolet-ewez veac'h beuzet. (bis)
Marivonnik a lavare
War bont al lestr pa bourmene : (bis)
- Gwerc'hes Vari, lavaret d'inn,
Pe me em veuz, pe me na rinn? (bis)
Balamour d'ac'h, Gwerc'hes Vari,
N' c'houlennann ket ho ofansi. (bis)
Mar ann er mor, me 'vo beuzet,
Ha mar chommann, me vo lazet !
Euz ar Werc'hes a deuz zentet
War hi fenn 'r mor eo em daolet. (bis)
Ur pesk bihan a fonz ar mor,
'Zav Marivonn war c'hore 'nn dour. (bis)
Ann aotro 'nn Angles a lare
D'he verdedi eno neuze : (bis)
- Merdedi, merdedi, hastet,
Me a roïo d'ac'h pemp kant skoed ! - (bis)
Ann aotro 'nn Angles a lare
Da Varivonnik, en de-se :
- Marivonnik, c'hui ' zo manket,
Ma karjeac'h 'vijeac'h ma fried ! -
Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)