Paroles de la chanson Markiz Trede (Le Marquis de Coatredez) par Chansons Bretonnes

Markiz Trede (Le Marquis de Coatredez) Traduction française
Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Markiz Trede (Le Marquis de Coatredez)"

Paroles de la chanson Markiz Trede (Le Marquis de Coatredez) par Chansons Bretonnes

I

Selaouet holl, hag a klewfet
Ur werz a zo newez-savet;
Ur werz a zo newez-savet,
D'ur plac'hik iaouank ez e gret :

D'ur plac'h iaouank bet anleuvet,
War hent Léon, 'vont d'ar Ieodet ;
Anleuvet gant markiz Trede,
Euz ann hent, war he inkane.

II

'N aotro Trede a c'houlenne
Euz ar plac'hik p'hi rankontre :
- Plac'hik iaouank, d'in-me laret,
Pelec'h ez et pe ez oc'h bet ? -

- D'ar pardon d'ar Ieodet ez ann,
'Wit koves ha komunian;
'Wit koves ha komunian,
Gonit ar pardon, mar ghellan. -

'N aotro Trede a lavaras,
D'ar plac'h iaouank 'vel m'hi c'hlewas :
- Wit d'ar pardon n'ez iefet ket,
Ganin da Drede a teufet :

Plac'hik iaouank me ho tisko
Da vont oc'h unan dre 'n hentjo ! -
- Salv-ho-kraz aotro, iskuset,
M' unan dre 'n hentjo n'ez on ket;

M' unan dre 'n hentjo n'ez on ket,
D'eva dour feunteun ' oann chomet;
D'eva dour feunteun ' oann chomet,
Ha ma re a-rok a zo et. -

Ann aotro Trede a lare
Na d'he balefrinier neuze :
- Didoles-te d'in war ma marc'h,
A-c'hane ' tiskouro hi gwalc'h ! -

- Salv-ho-kraz, ma mestr, na rinn ket,
Glac'hari 'r plac'h n' c'houlennann ket;
N' c'houllann glac'hari hi c'halon,
Ur plac'h fur eo, plac'h-a-feson ! -

'N aotro Trede 'vel ma klewas,
Diwar he varc'h a ziskennas;
Diwar he varc'h eo diskennet,
Ur fasad d'he baotr 'n euz roët.

Ur fasad d'he baotr 'n euz roët,
A-vriad er plac'h eo kroget;
A-vriad er plac'h eo kroget,
War gein he varc'h 'n euz hi laket.

Ur mouchouar gwenn ampezet
War hi geno hen euz laket,
'Wit n' vije ket anavezet
Gant ann dut o vont d'ar Ieodet.

'R plac'hik iaouank a lavare
A-biou d'hi re pa dremene :
- En han' Doue, mar am c'haret,
Kompagnunes ma zikouret ! -

- Allas! ho sikour n'hellomp ket,
P'eo 'n aotro Trede 'n euz ho c'hoantet !
- Ar palefrinier a lare
Na d'ann aotro Trede neuze :

- Lemet 'r mouchouar d'war hi geno,
Taoli ra 'r gwad a vouchado ! -
- Lez-hi da daol 'r pez a garo,
Ar merc'hed 'zo leun a ardo !..... - (1)

III

'N aotro Trede a lavare
D'he c'houarneres p'arrue :
- Na laket ar beer uz ann tan,
D'ar plac'hik ha d'in-me d'hon c'hoan ! -

Ar plac'hik iaouank a lare
D'ann aotro Trede, p'hen klewe :
- Debret, evet 'r pez a garfet,
Ewit-on me na goaninn ket. -

Ar plac'hik iaouank a lare
D'ar gouarneres en noz-se :
- Gouarneres, mar am c'haret,
Gret ma 'z inn gant-oc'h da gousket. -

- 'Wit ganin-me na gouskfet ket,
Ho kwele 'r gambr uhel ' zo gret ;
Ho kwele 'r gambr uhel ' zo gret,
Gant 'n aotro Trede da gousket. -

Ann aotro Trede a lare
D'ar plachik iaouank en noz-se :
- Na deut-c'hui ganin d'ar jardinn,
Da glask ur bouket louzou-finn :

Da glask ur bouket louzou-finn,
A varjolain a durkantinn;
A varjolain hag a lavand,
A zere ouz-oc'h plac'hik koant. -

Ar plac'hik iaouank a lare,
'N kichenn ar jardin p'arrue :
- Adieu ma mamm, adieu, ma zad,
Bikenn n'ho kwell ma daoulagad !

Aotro, prestet d'in kontellou,
Da droc'ha treid ma boukedou ;
Da droc'ha treid ma boukedou,
A zo re-hir euz a dreunchou. -

Ann aotra Trede, pa glewas,
He zorn 'n he c'hodel a voutas,
He zorn 'n he c'hodel 'n euz boutet,
Ter c'hontel d'ez-hi 'n euz tennet :

Unan troad-du, unan troad-gwenn,
Un' all c'houezet en aour melenn :
En hini troad-duz 'eo kroget,
'N kreiz hi c'halon deuz-hi plantet !

Pa zistroas 'n aotro en dro,
'Oa 'r plac'h iaouank war he geno ;
'Oa 'r plac'h iaouank 'n kreiz ar jardinn,
Hi fenn 'n tal penno hi daoulinn.

Ma lavare c'hoas ann d'en-fall,
. . . . . . . .
- Penamed daoni ma ine,
N' voas ket et gwerc'h dirag Doue!

IV

Ann aotro Trede a lare
Da holl dut he di en noz-se :
- Arru ez e gwall bell ann noz,
Poent da bep-den mont da repoz ! -

Ar gouarneres a lare
D'ann aotro Trede en noz-se :
- 'Lies am boa ho kelennet,
War-benn ar gwinn hag ar merc'hed,

-Ispisiall war-benn hou-man,
'Zo c'hoar-vager da Gernenan :
Na euz servijer en ho ti,
Na oar ho nozwez koulz ha c'hui. -

- Mar karet n'am diskuilfet ket,
Me ' roïo d'ac'h peb a gant-skoed ;
Ni hi lienno, archedo,
'Zono d'ez-hi ar glaz tano ! -

V

N' doa ket kanet ar c'hog d'ann de,
Oa toret 'r perzier en Trede ;
Ez oa perzier Trede toret,
Gant Kernenan hag he baotred.

'Nn aotro Kernenan lavare
En maner Trede, p'arrue :
- Demad ha joa holl en ti-ma,
'N aotro Trede pelec'h ema ? -

Ar palefrinier a laras
D' 'n aotro Kernenan, p'hen klewas :
- Et eo en un tammik afer,
Na deuïo ket henoz d'ar ger. -

- Gaou a lares, palefrinier,
E-medi sur da vestr er ger,
Rag te zo kustum mont gant-han,
War ann hentjou da verc'hetan !

- 'N aotro Trede, 'vel ma klewas,
Gant 'r vinz d'ann traon a diskennas ;
Gant 'r vinz d'ann traon e diskennet,
Ur gwall salud braz hen euz bet.

- Aotro Trede, d'in-me laret,
D'am c'hoar-vager oc'h euz-c'hui gret? -
- E-medi duze er jardinn,
Hi fenn 'n tal penno hi daoulinn ! -

- Ma c'hoar-vager a t'euz lazet,
Hi revanch renkann da gavet ! -
- Kernenan, les d'in ma buhe,
Me a roï did ma holl leve ! -

- N'eo ket mado a c'houlennann,
Buhe 'wit buhez a renkann ;
Ma c'hoar-vager a t'euz lazet,
Hi revanch renkann da gavet! -

D'ar zal vraz neuze ez int et,
Da c'hoari 'r c'hleze ar fleuret;
Markiz Trede hen euz kollet,
Kernenan hen euz-han treuzet !

Kriz 'vije 'r galon na oelje
'Bars en Trede neb a vije,
'Welet ar zal-vraz o ruia,
Gant gwad ar markiz o skuilla !

'N aotro Kernenan a lare
En maner Trede, d'ar pred-se :
- Laket ho torn endann he benn.
M' vo roët d'ez-han 'nn absolvenn ! -

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes