Paroles de la chanson Marv Pontkalleg (La mort de Pontcalec) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Marv Pontkalleg (La mort de Pontcalec)"

Paroles de la chanson Marv Pontkalleg (La mort de Pontcalec) par Chansons Bretonnes

I
Ur werzenn nevez zo savet
Traitour, ah! mallozh dit 'ta ! (bis)
War markiz Pontkalleg eo graet
Traitour, ah ! Mallozh dit, mallozh dit
Traitour, ah! mallozh dit 'ta

War markiz yaouank Pontkalleg, Traitour...
Ker koant, ken drant, ker kalonek !
Traitour, ah! Mallozh dit...

Mignon a oa d'ar Vretoned
Abalamour anezho oa deuet

Abalamour anezho oa deuet
Hag etrezo oa bet maget

Mignon a oa d'ar Vretoned
D'ar vourc'hizien ne lâran ket

D'ar vourc'hizien ne lâran ket
A zo a-du ar C'hallaoued

A zo atav 'klask gwaskañ re
N'o deus na madoù na leve

Nemet poan o divrec'h, noz-deiz,
Evit magañ o mammou dehe

Lakaet en devoa en e benn
Disammañ deomp-ni hor c'hordenn

Gwarizi-tag d'ar vourc'hizien
O klask an tu e'it hen dibenn

- Aotrou Markiz, aet da guzhet,
An tu a zo gante kavet !

II

Pellik zo emañ dianket ;
Evit e glask, n'e gaver ket

Ur paour eus kêr, o klask e voued,
Hennezh en deus hen diskuliet

Ur c'houer n'her defe ket graet
Pa vije roet de'hañ pemp kant skoed

Gouel Maria 'n Eost, deiz evit deiz,
An dragoned oa war vale :

"Lâret-hu din-me, dragoned,
O klask ar Markiz emaoc'h bet ?

- O klask ar Markiz emaomp bet
Daoust penaos emañ-eñ gwisket ?

- Er c'hiz diwar-maez 'mañ gwisket,
Glas e vorled hag eñ bordet

Glas e jak, ha gwenn e chupenn ;
Bodroù ler ha bragoù lien

Un togig plouz neudennet-ruz
War e skoaz, ur pennad blev-du

Ur gouriz-ler, div bistolenn,
Hag hi a Vro-Spagn, a-zaou denn

Gantañ dilhad pilhoù-huan,
Gant unan alaouret dindan

"Mar fell deoc'h-hu reiñ din tri skoed
Me a roy deoc'h-hu e gavet

- Tri gwenneg zoken na roimp ket,
Taolioù sabren ne lâromp ket

Ne roimp ket zoken pemp gwenneg
Ha te reiñ deomp kaout Pontkalleg

- Dragoned ker, en an' Doue !
Na it ket d'ober droug din-me !

Na it ket d'ober droug din-me
Ho heñchañ raktal e rin-me

'Mañ-eñ du-se, er sal, ouzh taol,
O leinañ gant person Lignol"

III

"Aotrou Markiz, tec'het, tec'het !
Me wel erru an dragoned

Me wel an dragoned erru
Sternoù lugernus, dilhad ruz

- Me na gredan ket em c'halon
E krogfe ennon un dragon

Ne gredan ket 'vez deut ar c'hiz
Ma krog an dragon er Markiz"

Oa ket e gomz peurachuet
Tre 'barzh ar sal o deus lammet

Hag eñ da beg 'n e bistolenn :
"Neb a dost ouzhin 'n defo 'n tenn !"

Ar person kozh, dal m'her gwelas,
Dirak ar markiz 'n em strinkas :

"En anv Doue, ho Salvez,
Na dennet ket, ma Aotrou ker !"

Pa glevas anv hor Salver
En deus gouzañvet gant douster

Anv hor Salver pa glevas
Daoust d'e spered eñ a ouelas

Rez e galon strakas e zent
Ken a droc'has, sonn : "Deomp d'an hent !"

A-dreuz parrez Lignol pa ae
Ar gouer paour a lavare,

Lâret a rae al Lignoliz :
"Pec'hed eo eren ar markiz !"

Pa ae e-biou parrez Berne
Digoue't ur frapad bugale :

"Mad-deo'ch, mad-deoc'h, Aotrou Markiz !
Ni ya d'ar vourc'h, d'ar c'hatekiz

- Kenavo, bugaligoù vat,
N'ho kwelo mui ma daoulagad

- Da belec'h it eta, Aotrou ;
Ha dont na reot souden en-dro ?

- Me na ouzon ket, Doue 'r goar ;
Bugale baour, me zo war var"

O cherisañ en defe graet
Panevet e zaouarn ereet

Kriz vije 'r galon na ranne
Re 'n dragoned zoken a rae

Paotred-a-vrezel, koulskoude,
O deus kalonoù kriz enne

Ha pa oa digoue't e Naoned
E oa barnet ha kondaonet

Kondaonet, naren d'an tud-par,
Nemet tud koue'et diouzh lost ar c'harr

Da Bontkalleg 'deus int lâret :
"Aotrou Markiz, petra 'peus graet ?

- Pezh a oa dleet din da ober
Ha graet-hu ivez ho micher !"

IV

D'ar sul kentañ pask, hevlene,
Oa kaset kannad da Verne

"Yec'hed mat deoc'h-holl, er gêr-mañ,
Pelec'h 'mañ ar person dre-mañ ?

- 'Mañ o lâret e oferenn,
'Mañ o vonet gant ar bregenn"

Pa oa o vonet d'ar gador,
Oa roet de'hañ ul li'her el levr

Ne oa ket gouest evit e lenn
Gant an daeloù dimeus e benn :

"Petra zo c'hoarvet a nevez
Pa ouel ar person er c'hiz-se ?

- Gouelañ a ran, ma bugale,
War pezh a refac'h-c'hwi ivez

Marv, peorien, neb ho mage,
Neb ho kwiske, neb ho harpe,

Marv an hini ho kare,
Berneviz, koulz eveldon-me

Marv neb a gare e vro
Hag her reas betek ar marv

Marv da zaou vloaz warn-ugent
'Vel ar verzherien hag ar sent

Doue, ho pet outañ truez !
Marv eo 'n Aotrou ! Marv eo ma mouezh !"

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes