Paroles de la chanson Marzhin barzh (Merlin barde) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Marzhin barzh (Merlin barde) "

Paroles de la chanson Marzhin barzh (Merlin barde) par Chansons Bretonnes

I

"Ma mamm-gozh baour, em silaouet,
D'ar fest am eus c'hoant da vonet

You ! you ! ou ! you ! you ! ou ! you ! ou ! you ! ou
You ! you ! ou ! you ! ou !

D'ar fest, d'ar rederezh nevez
A zo lakaet gant ar Roue

- D'ar rederezh na yefec'h ket
D'ar fest-mañ na da fest ebet

Na yefec'h ket d'ar fest nevez
Gouelañ 'peus graet hed an noz-me

Na yefec'h ket, mar dal gane
Gouelañ 'peus graet en ho huñvre

- Ma mammig paour, ma em c'haret,
D'ar fest em lezfec'h da vonet

- O vont d'ar fest c'hwi a gano
O tont en-dro c'hwi a ouelo"

II

E ebeul ruz en deus sternet
Gant direnn-flamm 'neus hen houarnet

Ur c'habestr 'neus lakaet 'n e benn
Hag un dorchenn skañv war e gein

E kerc'henn e c'houg ur walenn
Hag en-dro d'e lost ur seizenn

Ha war e c'horre 'mañ pignet
Hag er fest nevez degouezhet

E park ar fest pa oa degoue'et
Oa ar gern-bual o vonet

Hag an holl dud en ur bagad
Hag an holl virc'hed o lampat

"An hini en devo treuzet
Kleun bras park ar fest en ur red

En ul lamm klok, distak, ha naet,
Merc'h ar Rou' en do da bried"

E ebeulig ruz, pa glevas,
War-bouez e benn a c'hristilhas

Lammat a reas, ha kounnariñ,
Ha teurel c'hwezh tan gant e fri

Ha luc'hed gant e zaoulagad
Ha darc'h en douar gant e droad

Ken a oa ar re all trec'het
Hag ar c'hleun treuzet en ur red

"Aotrou Roue, 'vel peus touet,
Ho merc'h Linor renkan kaouet

- Ma merc'h Linor n'ho pezo ket
Na den eveldoc'h kennebeut

N'eo ket kelc'herien a fell de
Da reiñ da bried d'am merc'h-me"

Un ozac'h kozh a oa eno
Ha gantañ ur pikol varv

Ur varv en e chink, gwenn-kann,
Gwennoc'h evit gloan war al lann

Hag eñ gwisket gant ur sae c'hloan
Bordet penn-da-benn gant arc'hant

Hag eñ en tu dehou d'ar Roue
Outañ gourgomze, er pred oue

Ar Roue pa'n deus e glevet
Dre deir gwech gant e vazh 'neus skoet

Teir gwech gant e vazh war an daol
Ken a lakaas selaou an holl :

"Mar gasez din telenn Varzhin
Dalc'het gant peder sug aour fin

Mar gasez e delenn din-me
Zo staget e penn e wele

Mar he distagez, a-neuze
Ar pezo ma merc'h, marteze"

III

"Ma mamm-gozh baour, ma em c'haret,
Un ali din-me a refet

Ma mamm-gozh baour, ma em c'haret,
Rak ma c'halonig zo rannet

- Ma ho pije sentet ouzhin
Na vije rannet ho kalon

Ma mabig paour, na ouelet ket,
An delenn a vo distaget

Na ouelet ket, ma mabig paour,
Setu amañ ur morzhol aour

Kement tra ma zo na drousfe
Ma ve skoet gant ar morzhol-se"

IV

"Eurvad ha joa 'barzh an ti-me
Setu me degoue'et adarre

Setu me deuet adarre
Ha telenn Varzhin ganin-me"

Mab ar Roue dal m'e glevas
Ouzh e dad Roue c'hourgomzas

Ar Roue pa 'n deus e glevet
D'an den yaouank en deus laret :

"Mar gasez din-me e vizoù
A zo gantañ en e zorn dehou

Mar gasez e vizoù din-me
Te 'po ma merc'h diganin-me"

Hag eñ da zont, o ouelañ druz,
Da gaout e vamm-gozh diouzhtu

"An Aotrou Roue 'n doa laret
Ha padal en deus dislaret !

- Na chif ket evit kement-se
Tap ur skoultrig a zo aze

A zo aze 'barzh ma arc'hig
Hag ennañ daouzek deliennig

Hag ennañ daouzek delienn grenn
Hag i ker kaer hag aour melen

Hag on bet seizh noz da gerc'hat
Seizh vloaz tremenet, e seizh koad

Pa gano 'r c'hog da hanter-noz
Ho marc'h ruz vo oc'h ho kortoz

'Peus ket da gaout aon ebet
Merlin-Barzh na zihuno ket"

Pa gane 'r c'hog kreiz an noz du
Lamme war an hent ar marc'h ruz

N'en doa ket ar c'hog peurganet
Pa oa bizoù Marzhin lamet

V

Antronoz pa zarc'has an deiz
Oa aet da gaout ar Roue

Hag ar Roue dal m'e welas
Chomas war-sav, souezhet-bras

Souezhet, ha 'n holl eveltañ :
"Setu goune'et e c'hwreg gantañ !"

Hag eñ mont un tammig er-maez
E vab d'e heul hag an o'ac'h kaezh

Hag i da zont gantañ en-dro
Unan a-gleiz, unan a-zehou

"Gwir eo, ma mab, pezh 't eus klevet :
Da c'hwreg hiriv az peus goune'et

Hogen un dra c'hoazh e c'houlan
Houmañ a vo an diwezhañ

Mar deus da ober kement-se
Vezi gwir vab-kaer ar roue

Hag az po ma merc'h hag ouzhpenn
An holl vro Leon, dre ma ouenn !

Degas Marzhin-Barzh tre em lez
Da veuliñ ar briadelezh"

VI

"Marzhin-Barzh, a-beban e teuez
Toullet da zilhad treuz-didreuz ?

Da belec'h ez te evelhenn ?
Diskabel-kaer ha diarc'hen

Da belec'h ez te evelhenn
Marzhin gozh, gant da vazh kelenn ?

- Mont a ran da glask ma zelenn
Frealz am c'halon er bed-mañ

Klask ma zelenn ha ma bizoù
Pere am eus kollet o-daou

- Marzhin, Marzhin, na chifet ket,
Ho telenn ned eo ket kollet

Ho telenn ned eo ket kollet
Nag ho pizoù aour kennebeut

Deut tre en ti, deut tre, Marzhin,
Da zebriñ un tamm boued ganin

- Mont gant ma hent na zalein
Na tamm boued ebet na zebrin

Na zebrin tamm boued war ar bed
Ken n'am bo ma zelenn kavet

- Marzhin ! Marzhin ! ouzhin sentet
Ho telenn a vezo kavet"

Kement ma bet pedet ganti
Kement emañ deut tre en ti

Ken a zegouezhas, d'abardaez,
Mabig ar c'hwrac'h gozh ; hag eñ tre

Hag eñ da zridal spontet-bras
En-dro d'an oaled pa sellas

O welet Marzhin-Barzh kluchet
E benn war e galon stouet

Oc'h e welet war an oaled
N'ouie doare pelec'h tec'het

"Tevet, ma mab, na spontet ket,
Gant ar morgousk emañ dalc'het

Lonket en deus tri aval ruz
Am eus poazhet dezhañ el ludu

Lonket en deus ma avaloù
Setu eñ d'hon heul e pep bro"

VII

Ar rouanez a c'houlenne
Gant he loufrenn, eus he gwele :

"Petra c'hoari gant ar gêr-mañ ?
Pe safar a glevan amañ ?

Pa'z on dihunet ken pred-se ;
Ken a gren postoù ma gwele ?

Petra zo degoue'et barzh ar porzh
Gant an dud eno 'youal forzh ?

- C'hoari gaer a zo er gêr-mañ
Gant Marzhin o tont en ti-mañ

Ur c'hwrac'hig kozh, gwenn-kann, 'razan
Hag ho mab-kaer ivez gantañ"

Ar roue en deus hi c'hlevet
Hag eñ maez, ha prim da welet

"Sav alese, embanner mat
Sav deus da wele, ha timat !

Ha kae da gemenn dre ar vro
Dont d'an eured neb a garo

Dont da eured merc'h ar roue
A vo dime'et a-benn eizhtez

Dont d'an eured, tudjentiled,
Kement a zo e Breizh hed-a-hed

Tudjentiled ha barnerien
Tud a iliz ha marc'heien

Ha da gentañ ar Gonted veur
Ha tud pinvidik ha tud paour

Kae buan ha skañv dre ar vro
Kannadour, ha deus skañv en-dro"

VIII

"Selaouet holl, holl selaouet
Ma oc'h eus divskouarn da glevet !

Selaouet holl hag e klevet
Ar pezh a zo gourc'hemennet

Dont da eured merc'h ar roue
Neb a garo, a-benn eizhtez

Dont d'an eured, bras ha bihan
Kement a zo er c'hanton-mañ

Dont d'an eured, tudjentiled,
Kement a zo e Breizh hed-a-hed

Tudjentiled ha barnerien
Tud a iliz ha marc'heien

Ha da gentañ ar Gonted-veur
Ha re binvidik ha re baour

Ha re binvidik ha re baour
Na vanko de'e argant na aour

Na vanko de'e kig na bara
Na gwin, na dour-wel da evañ

Na skabelloù da aze'añ
Na paotred skañv d'o servijañ

Daou c'hant pemoc'h a vo la'et
Ha daou c'hant penn-kole lardet

Daou c'hant inar, ha kant karv,
A gement koad a zo er vro

Daou c'hant ejenn, kant du, kant gwenn
Vo roet o c'hrec'hin dre rann krenn

Kant sae a vo, hag a c'hloan gwenn,
Hag a vo roet d'ar veleien

Ha karkanioù aour a vo kant
A vo roet d'ar varc'heien goant

Mantilli glas vo leizh ur sal
Da reiñ d'ar merc'hed da vragal

Hag eizh kant bragez nevez-c'hraet
Da reiñ d'an dud paour da wisket

Ha kant soner war o zorchenn
O son noz-deiz, war an dachenn

Ha Marzhin-Barzh e-kreiz al lez
O veuliñ ar briedelezh

C'hoari a-walc'h a vo eno
Kement-all birviken na vo"

IX

"Klevet, keginour, me ho ped
Hag an eured zo achuet ?

- An eured a zo achuet
Hag an holl draoù a zo lipet

Pemzek devezh he deus padet
Ha dudi a-walc'h a zo bet

Aet int kuit holl gant profoù mat
Gant skoaz ar rou' hag e gimiad

Hag e vab-kaer da vro Leon
Gant e bried, drev e galon

Aet int holl kuit, ha laouen-naet
Nemet ar roue ned eo ket

Marzhin c'hoazh ur wech zo kollet
N'ouzer doare pelec'h 'mañ aet"

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes