Paroles de la chanson Me zo ur serjant-major (Je suis un sergent-major) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Me zo ur serjant-major (Je suis un sergent-major)"

Paroles de la chanson Me zo ur serjant-major (Je suis un sergent-major) par Chansons Bretonnes

Me zo ur serjant-major 'tistreiñ deus an arme (bis)
Laouenet eo va c'halon, la la la la la la la
La la la la la la la, em bro on adarre
Laouenet eo va c'halon, la la la la la la la
La la la la la la la, em bro on adarre


E-pad pevar bloaz hanter on chomet divroet
Skuilhet am eus daeloù, kalz am eus gouzañvet

P'edo va zro da ziwall, war ar menez uhel
Va spered a zistroe etrezek Breizh-Izel

Lesket am boa war va lerc'h bleunienn va c'harantez
Evit mont da vrezeliñ kant lev diouzh va farrez

Eizhtez 'raok en em guitaat, oamp atav a-gevret
Hag ur sulvezh goude koan, hi he deus lavaret

Daeloù en he daoulagad, he mouezh hanter frailhet :
"Petra rin-me, den yaouank, pa vimp dispartiet ?

Diwar bremañ 'z on o vont da ober pinijenn,
Da lakaat livajoù du war va dilhadoù gwenn"

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes