Paroles de la chanson Pa sav al loar (Quand la lune se lève) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Pa sav al loar (Quand la lune se lève)"

Paroles de la chanson Pa sav al loar (Quand la lune se lève) par Chansons Bretonnes

Pa sav al loar da viz Kerdu
Mesk ar c'houmoul du 'vel ludu
Me ya da gaout ar viltañsoù
Da glask c'hwennadur ha louzoù
You, you, you!

Ar yeot melenet gant heol-loar
Me ra gante louzoù dispar
Me ra gante strobinelloù
Da wellaat an holl gleñvejoù
You, you, you!

Glebet ma zreid en doureier
Me a ya dre ar parkeier
Me zo heuliet gant an diaouloù
A lar er vro an dudigoù
You, you, you!

Huchal a ra ar vugale
Pa yan kreiz an deiz da vale
Ha spontet, ar merc'hedigoù
A gemer o chapeledoù
You, you, you!

Ar baotred vat, ar re greñvañ
O deus aon, a zeu da grenañ
Pa daolan warne ma selloù
Lemm 'vel laonennoù kontelloù
You, you, you!

Ha! tud ar bed, me eo o mestr
Ma setañz zo deoc'h ur c'habestr !
C'hwi zeu d'am c'haout, a-vandennoù,
Da c'houzout ho planedennoù
You, you, you!

C'hwi gonto, pa vin aet er bez,
An eil d'egile ma buhez
Ral e vint, 're zeuy a-wechoù
Da lâret ganin pedennoù
You, you, you!

Ha, ha, ha! Tud diot ar bed,
C'hwi gred e chomin er vered ?
Me yel arre dre ar maezioù
Gant Satan gozh hag an diaouloù
You, you, you!

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes